Klaoda Bro-C'hall
Klaoda Bro-C'hall | |
Tresadenn eus Klaoda Bro-C'hall, graet war-dro 1520 | |
Dugez Breizh | |
Ren | 9 a viz Genver 1514 20 a viz Gouere 1524 |
---|---|
A-raok | Anna |
Goude | Frañsez III |
Rouanez Bro-C'hall | |
Ren | 1añ a viz Genver 1515 20 a viz Gouere 1524 |
A-raok | Mari Tudor |
Goude | Leonor Aostria |
Buhez | |
Ganet | 13 a viz Here 1499 Romorantin-Lanthenay, Bro-C'hall |
Marvet | 20 a viz Gouere 1524 (24 bloaz) Kastell Bleaz, Bro-C'hall |
Bez | Penniliz Saint-Denis |
Tiegezh | Valois-Orléans |
Tad | Loeiz XII, roue Bro-C'hall |
Mamm | Anna Breizh, dugez Breizh |
Priedoù | Frañsez Iañ |
Diskennidi | Frañsez III, dug Breizh Herri II, roue Bro-C'hall |
Relijion | katolik |
Klaoda Bro-C'hall, ganet d'an 13 a viz Here 1499, ha marvet d'an 20 a viz Gouhere 1524 e Bleaz, a oa dugez Breizh (1514-1524) ha rouanez Bro-C'hall (1515-1524) dre he dimeziñ gant Frañsez Iañ, roue Bro-C'hall en 1515. Merc'h henañ ar roue gall Loeiz XII a Vro-C'hall hag e wreg Anna Breizh e oa. Mamm-gozh e oa eta da Herri III, roue Bro-C'hall (1551-1589) a lakaas lazhañ e genderv Herri, dug Guise.
C'hoar e oa da Renée Bro-C'hall. Bez e oa ivez: kontez Soissons, Blois, Coucy, Étampes, Montfort-L'Amaury, ha dugez Milano.
Dugez Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre ma oa ur plac'h, ne c'halle ket, hervez giz ar rouaned c'hall, bezañ rouanez war-lerc'h he zad, met peogwir n'he doa breur ebet e c'halle bezañ anvet da zugez Breizh.
Brud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Brantôme :
- ... le roy son mary luy donna la vérolle, qui lui advança ses jours. Et madame la régente (Louise de Savoie) la rudoyait fort […] .
Ret e oa dezhi plegañ d'ar roue a veze dalc'hmat gant Françoise de Foix.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Seizh bugel o devoe Klaoda ha Frañsez Iañ :
- Louise, Priñsez Bro-C'hall (19 a viz Eost 1515 – 21 a viz Gwengolo 1517) - marvet da 2 vloaz.
- Charlotte de Valois (23 a viz Here 1516 – 8 a viz Gwengolo 1524) - marvet da 8 vloaz.
- Frañsez (28 a viz C'hwevrer 1518 – 10 a viz Eost 1536) - kurunennet e Roazhon evel Dug Breizh, marvet da 18 vloaz.
- Herri II, roue Bro-C'hall (31 a viz Meurzh 1519 – 10 a viz Gouere 1559) - dimeziñ a reas gant Caterina de' Medici. Bugale dezho.
- Madalen (10 a viz Eost 1520 – 2 a viz Gouere 1537) - dimeziñ a reas gant Jakez V, roue Bro-Skos.
- Charlez, Dug Orleañs (22 a viz Genver 1522 – 9 a viz Gwengolo 1545) - marvet da 23 bloaz.
- Marc'harid Bro-C'hall, dugez Berry (5 a viz Mezheven 1523 – 14 a viz Gwengolo 1574) - dimeziñ a reas gant Emanuele Filiberto, dug Savoia, e 1559. Bugale dezho.
Goude he marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas e 1524. Addimeziñ a reas ar roue da Leonor Aostria (1498-1558)
He mab henañ Frañsez a voe dug war he lerc'h ha kurunennet e voe evel Frañsez III, dug Breizh.