Mont d’an endalc’had

Kensonenn gilbleg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kensonenn tro-gil)
Daoublegadur an teod
Lec'hioù distagañ
Gweuz
Diweuz
Gweuz-gouel
Gweuz-drek-logigoù
Gweuz-logigoù
Gweuz-dent
Kurunenn an teod
Teod-gweuz
Etredent
Dent
Logigoù
Beg an teod
Lavnenn an teod
Logigoù-staon
Drek-logigoù
Rak-staon
Kilbleg
Kein an teod
Staon
Gweuz-staon
Gouel
Hugenn
Hugenn-ankoue
Gwrizienn an teod
Gargadenn
Ankoue-gargadenn
Ankoue
Tarzh

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn gilbleg (saoz.: retroflex consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn a zistager o plegañ war-gil penn an teod en ur dostaat anezhañ da ziadreñv al logigoù dent.

Tro-dro 20% eus yezhoù ar bed a ra gant kensonennoù kilbleg. Daoust m'eo ral o implij dre vras e yezhoù Europa e vezont kavet stank e svedeg ha norvegeg ha kavet e vezont ivez e poloneg hag e ruseg. Ne vezont ket implijet nemeur e yezhoù Amerika nag e yezhoù Afrika. Implijet e vez kensonennoù kilbleg dreist-holl en India ma reer "kensonennoù penn" anezhe, koulz ha gant ar yezhoù indezaryek evel ar banglaeg hag an hindeg hag er yezhoù dravidek evel an tamileg. Implijet e vezont ivez er yezhoù komzet tro-dro da India, evel e sinaeg mandarinek, javaeg ha vietnameg. Diouzh an tu all e vezont implijet alies ivez gant yezhoù Aostralia ha yezhoù kornôg ar Meurvor habask.

Setu ar c'hensonennoù kilbleg pennañ gant bep a arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:

LFE Deskrivadur Skouerioù
Yezh Stumm skrivet LFE Ster
kilbleg dre fri (mouezhiet) svedeg Vänern [vɛː.neɳ] "Vänern"
kilbleg dre serriñ divouezh hindeg टापू (āpū) [ʈɑpu] "enezenn"
kilbleg dre serriñ mouezhiet svedeg nord [nuːɖ] "norzh"
kilbleg dre daravat divouezh mandarineg 上海 (Shànghǎi) [ʂɑ̂ŋ.xàɪ] "Shanghai"
kilbleg dre daravat mouezhiet ruseg
poloneg
жаба
żaba
[ʐaˑba] "touseg"
kilbleg dre dostaat (mouezhiet) tamileg தமிழ் (Tamil) [t̪ɐmɨɻ] "tamileg"
kilbleg dre dostaat a-gostez (mouezhiet) svedeg Karlstad [kʰɑːɭ.sta] "Karlstad"
kilbleg dre stlakat (mouezhiet) haousaeg shaara [ʃáːɽa] "skubañ"
ɺ̢ kilbleg dre stlakat a-gostez (mouezhiet) pachtoueg ﻛړو [kɺ̢o] "ober"


  Kensonennoù Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Logigoù Drek-logigoù Kilbleg Rak-staon Staon Gouel Hugenn Gargadenn Ankoue Tarzh Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ɕ ʑ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.


Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]