Mont d’an endalc’had

Karl IV an Impalaeriezh Santel

Eus Wikipedia
Karl IV

Karl IV (ganet d’ar 14 a viz Mae 1316 e Praha, marvet d’an 29 a viz Du 1378 e Praha ivez) a voe roue ar Romaned adalek 1346, roue Bohemia gant an anv Karel I adalek 1347, roue Italia adalek 1355 hag Impalaer Santel adalek 1355. Eus an Tiegezh Luksembourg e oa. Unan eus pouezusañ impalaerien an Impalaeriezh Santel e voe hag unan eus ar pennoù kurunennet pouezusañ en Europa en e amzer.

Mab e oa d’ar roue Yann Bohemia (Jan Lucemburský), eus an tiegezh Luksembourg, ha d’e wreg Eliška Přemyslovna, anavezet evel ar rouanez Elesbed Bohemia, eus an tiegezh Přemyslid. Václav e oa anv-badez ar paotrig, diwar anv e dad-kozh, met kemer a reas Charlez (Karl) da anv, pa oa krennard, en enor d’e eontr, ar roue gall Charlez IV. Resev a reas kontelezh Luksembourg en hêrezh, a-berzh e dad, ha dilennet e voe da roue Bohemia e 1347.

Charlez/Karl a reas eus Praha unan eus kêrioù pouezus Europa, a-fet sevenadur. Sevel a reas ur skol-veur, brasaat a reas kêr gant karterioù nevez liammet ouzh ar gêr gozh dre ur pont bras, Pont Charlez, dreist ar Vltava, nevesaat a reas joaiuzoù hag arouezioù rouaned Bohemia (kurunenn, bazh-roue, boull-douar) gant aour ha mein prizius ha gouestlet e voent gantañ da sant Václav (Venceslav) ha lakaet e kastell Karlštejn, savet e-kichen Praha. Eno ivez e tastumas livadurioù gant Mestr Theodorik. Dindan e ren e voe peoc’h e Bohemia e-pad meur a zek vloaz.

Kinnig a reas ur Builh Aour a voe degemeret gant Dael an Impalaeriezh bodet e Nürnberg hag e Metz, e 1355, da lakaat sklaer framm bonreizhel an Impalaeriezh Santel. Talvezout a reas an destenn-se e-pad ouzhpenn pevar c’hantved.

Betek hiziv e seller outañ e Tchekia evel "Tad ar Vro", ha pa ne oa tchek nemet a-berzh e vamm. Drezañ, ha dre eured e dud, e voe staget ar vroad tchek ouzh kornôg Europa. Meur a skrid zo bet savet diwar-benn e vuhez hag an hini kentañ anezho a voe savet gantañ e-unan : er skrid latin-se e felle dezhañ kelenn e ziskennidi war an doare gwellañ da ren ar rouantelezh.

Dimezioù ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1329 e timezas da Blanca Margarete von Valois, ha pevar bugel o doe :

Goude marvet e bried kentañ ec'h addimezas Karl IV e 1349 da Anna von der Pfalz, hag ur mab o doe :

  • Wenzel (1350–1351).

Addimeziñ c'hoazh a reas Karl IV e 1353 da Anna von Schweidnitz ha pevar bugel o doe :

E 1363 e reas Karl IV e bevarvet dimeziñ da Elisabeth von Pommern, ha c'hwec'h bugel o doe:

  • Anne (1366–1394)
  • Sigismund (1368-1437), impalaer santel
  • Johann (1370–1396), dug Görlitz, Markgraf Brandenburg
    • dimezet e 1388 da Richardis von Mecklenburg-Schwerin
  • Karl (1372–1373), marvet da ur bloaz;
  • Margarete (1373–1410)
  • Heinrich (1377–1378), marvet da ur bloaz.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.