Mont d’an endalc’had

Kankaven

Eus Wikipedia
Kankaven
Beg an Trein.
Beg an Trein.
Ardamezioù
Anv gallaouek Cauncall
Anv gallek (ofisiel) Cancale
Bro istorel Bro-Sant-Maloù
Melestradurezh
Departamant Il-ha-Gwilen Il-ha-Gwilen
Arondisamant Sant-Maloù
Kanton Sant-Maloù-1
Kod kumun 35049
Kod post 35260
Maer
Amzer gefridi
Pierre-Yves Mahieu
2020-2026
Etrekumuniezh Sant-Maloù Tolpad-kêrioù (sez)
Bro velestradurel Bro Sant-Maloù
Lec'hienn Web www.ville-cancale.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 5 313 ann. (2020)[1]
Stankter 143 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 40′ 46″ Norzh
1° 49′ 35″ Kornôg
/ 48.6794444444, -1.82638888889
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 45 m
Gorread 37,19 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kankaven

Kankaven zo ur gumun e biz Breizh. Ur porzh pesketa eo. Anavezet eo gant e istr. E departamant an Il-ha-Gwilen hag e kanton Sant-Maloù-1 emañ.

War aod Bro-Sant-Maloù emañ Kankaven, etre Sant-Maloù ha menez Mikael ar Mor. Eus Kankaven betek Sant-Maloù ez eus 15 kilometr. E Norzh Kankaven emañ Beg an Trein e-lec'h ma c'haller gwelout ar C'hab Frehel er C'hornôg ha Granville er Reter. Er reter dezhi emañ an Enez Rimen. Inizi Kalzenez a c'haller gwelout ivez.

  • Erwan Vallerie : Chancavena, 1032 ; Cancavena, 1038 ; Cancaura, 1172 ; Cancavria, 1184 ; Cancala, 1199 ; Cancavna, 1210 ; Cancale, XVIvet kantved ; Cancalle, 1779.

En glazur, e viskin en sabel gwisket en argant, mordoant war ur mor geotet, heuliet gant daouzek istr en aour ouzh c'houremm, balirant, e c'hrenngonk en argant karget gant un erez daoubennek en sabel pigoset hag iziliet en gul.

Porzh an Houl e 1896
Kartenn-bost porzh Kankaven e miz Du/Kerzu 1903
Ar "Georges Clemenceau", an teirgwern diwezhañ bet savet e Kankaven, 1919
  • Stummet e veze ar Romaned gant istr Kankaven.
  • Diazezet eo bet ar gêriadenn-se gant Sant Meven moarvat war-dro 545.
  • 197 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv , da lavaret eo 2,58% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911; pemp anezhe a varvas d'an 22 a viz Eost 1914 en Emgann Rossignol e Belgia[4].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas daou soudard.

Morskorneg e 1963

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Yen-skorn e oa an amzer ar bloaz-se: -16°C e-pad an noz etre an 19 hag an 20 a viz Genver 1963. Sac'het e voe ar porzh e-pad ur sizhunvezh gant ar vorskorneg.

Darvoudoù sport a bep seurt

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Iliz katolik Sant Meven.
  • Monumant ar re varv e bord ar mor, luc’hskeudennoù[9] ha kartenn-bost[10]. Dioueliet e voe d’ar 15 a viz Du 1931[11].
  • Monumant ar re varv er vered, luc’hskeudenn[12].
  • Plakennoù ar re varv (1914-1918 ha 1939-1945) en iliz katolik, luc’hskeudennoù[13].
  • Monumant ar c’hwec’h den marvet e 1944, luc’hskeudennoù[14].

Ar gumun a oa rannet e daou :

  • en traoñ porzh an Houl bet savet ar chaoser anezhañ e 1836,
  • e krec'h ar vourc'h e-lec'h ma oa o chom ar genwerzherien hag ar baramantourien betek diskrog-labour bras paotred an Douar-Nevez e 1911.

Tud Kankaven a besketae ar moru en XVIvet kantved betek deroù an XXvet kantved. Adsavet eo bet ar viskinenn Ar Gankavenadez e 1987.

Obererezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kartenn-bost al Leti Duguesclin e 1903, ur bloaz goude bezañ digoret

An deiz a hiziv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Diorroet eo bet an touristerezh, ar restaorantoù ha gwerzhañ an istr.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1793 1800 1806 1820 1831 1836 1841 1846 1851 1856 1861 1866 1872 1876
Poblañs 3 177 3 003 3 414 4 121 4 880 5 151 5 230 5 065 5 826 6 105 6 352 6 400 6 654 6 239
poblañs hep kontañ doubl
1881 1886 1891 1896 1901 1906 1911 1921 1926 1931 1936 1946 1954 1962
Poblañs 6 523 6 721 6 578 6 641 6 549 7 061 7 627 6 635 6 340 6 029 5 635 5 569 5 463 5 236
poblañs hep kontañ doubl
1968 1975 1982 1990 1999 2006 2007 2013
Poblañs 5 019 4 780 4 638 4 910 5 203 5 285 5 293 5 208
poblañs hep kontañ doubl

• Mammenn : EBSSA

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll ar vaered
Mare Anv Strollad Karg
1833 Jean Marie Merdrignac
1871 Prudent Fortin
1945 Adolphe Robin
1965 1977 Olivier Biard
1978 1989 Jean Raquidel
1989 2001 Joseph Pichot Tu dehoù
2001 2008 Maurice Jannin Tu kleiz bennak
Meurzh 2008 → bremañ Pierre-Yves Mahieu Tu dehoù
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumantoù ha lec'hioù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • an aod (Beg an Trein, Menez-Mikael)
  • Mirdi ar c'hoadoù skultet
  • porzh an Houl
  • ti-feurm ar mor (diwar-benn an istr hag ar grogenn)
  • Mirdi an Arzoù ha Hengounioù ar Bobl
  • ti Jeanne Jugan

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • F. Bouleuc, Cancale son origine et son histoire, La Decouvrance éditions.
  • Éditions du Phare, à Cancale.
  • Léo Kerlo et René Le Bihan, Peintres de la Côte d'Émeraude, Le Chasse-Marée/ArMen 1998.
  • René Le Bihan, Léo Kerlo, édition Chasse-Maree Estran Cancale
  • Annick Rouxel, Cancale - Étude démographique. 1757-1800, 1970, (Archives départementales d'Ille-et-Vilaine - Mémoire 2 J 10).
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Lec'hiennoù ofisiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hioù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù, mammennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Mammenn: http://bresil2000.free.fr ; testenn Dominique Stoenesco diwar-benn Renevezerezh Sao Luis ar Maranhao
  3. (fr)Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, p.19
  4. (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  5. (fr)[1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  6. (fr)Pertes Luftwaffe
  7. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  8. (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  9. (fr)Memorial Genweb
  10. (fr)Memorial Genweb
  11. (fr)Université de Lille
  12. (fr)Memorial Genweb
  13. (fr)Memorial Genweb
  14. (fr)Memorial Genweb