Kanada
Canada Kanada | |||||
| |||||
Ger-stur : "A Mari Usque Ad Mare" (Latin) | |||||
Kan broadel: O Canada | |||||
Kêr-benn | Ottawa | ||||
---|---|---|---|---|---|
Kêr vrasañ | Toronto | ||||
Yezh(où) ofisiel | Saozneg, Galleg | ||||
Gouarnamant | rouantelezh vonreizhel ha demokratelezh parlamantel | ||||
- Kentañ ministr | Justin Trudeau | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | 9.984.670 km² (2vet) | ||||
- Dour (%) | 8,92 | ||||
Poblañs | |||||
- istimadur 2019 | 37 589 262 () | ||||
- Stankter | 4/km² (228añ) | ||||
FDD (2010) | 0,888 (uhel) (8vet) | ||||
Moneiz | Dollar Kanada (CAD )
| ||||
Gwerzhid-eur | (UTC-3.5 da -7) | ||||
Kod kenrouedad | .ca | ||||
Kod pellgomz | 1 |
Kanada (Canada e saozneg ha galleg) a zo ur vro eus Amerika an Norzh, en hanternoz d'ar Stadoù-Unanet (hag ivez a-reter dezho gant stad Alaska). Bevennet eo gant ar Meurvor Habask er c'hôrnog, Meurvor Arktika er gwalarn-sterenn hag er biz hag ar Meurvor Atlantel er biz-reter. Ottawa, e proviñs Ontario, eo ar gêr-benn, hogen Toronto eo ar gêr vrasañ. An eil bro vrasañ eus ar bed eo, goude Rusia. Saozneg ha galleg eo ar yezhoù ofisiel.
Ur monarkiezh vonreizhel ha kevreadel eo hag un demokratelezh parlamantel. Dollar Kanada eo he moneiz. Ezel eo eus Emglev frankeskemm Norzh Amerika (EFENA), an Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel, an Aozadur evit ar C'henober hag an Diorren Ekonomikel, eus Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) hag eus Kenglad ar Broadoù.
Poblañsː
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daoust d'ar vro bezañ bras-tre n'eo ket ken poblet se. 37 589 262 a dud zo o chom eno e 2019. E 1867 ne oa ket nemet 3,4 milion.
Er c'hêrioù bras e vev an darn vrasañ eus an dud evel e Montréal, Vancouver, Toronto ha Calgary.
An istorː
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meuriadoù Indianed a zo bet o chom eno abaoe pell. Kavet eo bet roudoù ragistorel kozh a 26500 bloaz e norzh Yukon ha kozh a 9500 bloaz e su Ontario. Er XVIvet kantved e oa kaset Jakez Karter, ur breizhad e servij Roue Frañs da zizoleiñ douaroù ur bed dianav. E 1534 e erruas e Gaspezia. Goude distreiñ da Vreizh e teuas en-dro ar bloaz war-lec'h da zizoleiñ muioc'h c'hoazh ar vro.
Tamm-ha-tamm e teuas ur bern tud eus Bro-C'hall da chom ha da ober kenwerzh.
Diwezhatoc'h e teuas ar Saozon ivez ha brezel oa etreze. Tapout a rejont muioc'h-muiañ a c'halloud. Setu perak e vez komzet saozneg ha galleg du-hont.
Geografiezh ha hinː
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur bern koadeier zo ha dreist-holl lennoù. Ar vro he deus ar muiañ a lennoù er bed eo ha reoù bras zo evel al Lenn Uhelañ, Lenn Ontario, Lenn Huron ha Lenn Meur an Arzh. Lammoù-dour an Niagara zo un arvest a sach kantadoù a viliadoù a dud bep bloaz. Menezioù zo ivez anvet ar Roc'helloù. Hanternoz ar vro n'emañ ket pell diouzh ar Pol Norzh. Setu perak e c'hell ar goañvoù bezañ kriz-tre (betek -45°) ha kouezhañ stank a ra an erc'h (ur geidenn a 3 m 37sm e Kebek). E-pad an hañv eo ar c'hontrol, gellout a ra an gwrezverk pignat betek 35° pe c'hoazh 40°.
Sportoùː
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An hoke war ar skorn ha war ar geot eo sportoù broadel ar C'hanada. Basket-ball, baseball, curling, soccer a vez graet kalz ivez. Ar VTT a zo diwanet eno.
Loened ar C'hanadaː
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur bern arzhed a vez kavet eno : an arzh Kermode, ar grizzli, an arzh gwenn hag an arzh du. Bleizi, koyoted, orignaled, kariboued, kougared, avanked ha gedon a gaver kalz ivez.
Proviñsoù ha tiriadoù Kanada
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwelet Proviñsoù ha tiriadoù Kanada
Dek proviñs ha tri ziriad a zo :
Ar stadoù kevreet-mañ a ya d'ober stad kevreadel Kanada.
Tud vrudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skrivagnerien : Timothy Findley, Louis Hémon
Kanerien : Céline Dion, Bryan Adams, Alanis Morissette, Leonard Cohen
Aktourien : Keanu Reeves, Christopher Plummer, Donald Sutherland, Evangeline Lilly
Politikourien : Justin Trudeau, Stephen Harper
Antigua ha Barbuda • Bahamas • Barbados • Belize • Costa Rica • Dominica • Republik Dominikan • Grenada • Guatemala • Haiti • Honduras • Jamaika • Kanada • Kuba • Mec'hiko • Nicaragua • Panamá • Saint Kitts ha Nevis • Santez Lusia • Sant-Visant hag ar Grenadinez • El Salvador • Stadoù-Unanet Amerika • Trinidad ha Tobago
Tiriadoù dalc'het
Danmark : Greunland
Frañs : Clipperton • Gwadeloup • Martinik • Saint-Barthélemy • Saint-Martin • Sant-Pêr-ha-Mikelon
Izelvroioù : Aruba • Bonaire • Curaçao • Saba • Sint Eustatius • Sint Maarten
Rouantelezh-Unanet : Anguilla • Bermuda • Inizi Gwerc'h Breizh-Veur • Inizi Cayman • Montserrat • Turks ha Caicos
Azia: Arabia Saoudat° • Bahrein* • Bhoutan° • Brunei° • Emirelezhioù Arab Unanet^ • Japan • Jordania* • Kambodja^ • Koweit* • Malaysia^ • Nepal • Oman° • Qatar° • Thailand
Kenglad ar Broadoù (Commonwealth): Antigua ha Barbuda • Aostralia • Bahamas • Barbados • Belize • Grenada • Jamaika • Kanada • Papoua Ginea-Nevez • Rouantelezh Unanet • Saint Kitts ha Nevis • Santez-Lusia • Sant Visant hag ar Grenadinez • Inizi Salomon • Tonga • Tuvalu • Zeland-Nevez
Monarkiezhoù european all: Belgia • Danmark • an Izelvroioù • Liechtenstein* • Luksembourg • Monako* • Norge • Spagn • Sveden • Vatikan (Sez Santel)°^
° monarkiezh absolut, * monarkiezh damvonreizhel, ^ monarkiezh dre zilennadegoù
|
Izili hag arsellerien ar Frankofoniezh |
|
---|---|
Izili | Albania · Andorra · Armenia · Belgia (Kumuniezh c'hall Belgia) · Benin · Bulgaria · Burkina Faso · Burundi · Kambodja · Kameroun · Kanada (New Brunswick • Kebek) · Kab Glas · Republik Kreizafrikan · Tchad · Kiprenez1 · Komorez · Republik Demokratel Kongo · Republik Kongo · Aod-an-Olifant · Djibouti · Dominica · Egipt · Makedonia an Norzh · Bro-C'hall · Gabon · Ghana1 · Gres · Ginea · Ginea-Bissau · Ginea ar C'heheder · Haiti · Laos · Luksembourg · Liban · Madagaskar · Mali · Maouritania · Moris · Moldova · Monako · Maroko · Niger · Qatar · Roumania · Rwanda · Sz Lusia · São Tomé ha Príncipe · Senegal · Sechelez · Suis · Togo · Tunizia · Vanuatu · Viêt Nam |
Arsellerien | Aostria · Bosnia-ha-Herzegovina · Emirelezhioù Arab Unanet · Estonia · Hungaria · Jorjia · Kroatia · Latvia · Lituania · Montenegro · Mozambik · Polonia · Republik Dominikan · Republik Tchek · Serbia · Slovakia · Slovenia · Thailand · Ukraina |
1 Izili kevredet. |