James Spader
Neuz
James Todd Spader, ganet d'ar 7 a viz C'hwevrer 1960, zo un aktour stadunanat. Brudet eo evit rolloù istrogelled evel en drama Sex, Lies, and Videotape (1989), ar film skiant-faltazi Stargate (1994), ar thriller Crash (1996), hag ar film erotek-karantez Secretary (2002).
Brudet mat eo ivez er skinwel evel an alvokad Alan Shore er stirad The Practice hag er spin-off Boston Legal (enoret eo bet gant tri Emmy Awards), ha Robert California er gomedienn-mockumentary The Office. C'hoari a ra an torfedour a sikour an FBI Raymond "Red" Reddington er stirad skinwel polis war NBC The Blacklist. Evit ar roll-se eo bet lakaet e anv div wech evit ur Golden Globe.