Jack Kirby
Jack Kirby, bet ganet Jacob Kurtzberg, (28 a viz Eost 1917 e New York - 6 a viz C'hwevrer 1994 e Thousand Oaks e California) a oa unan eus arzourien vrudetañ, levezonusañ ha strujusañ ar c'hcomic.
Asambles gant Stan Lee e krouas er bloavezhioù kalz gourharozed a lakaas Marvel da vezañ brudet evel Fantastic Four, Hulk, pe X-Men. E-pad ouzhpenn hanter-kant vloaz e tresas, ha frouezhus e voe ivez e genlabour gant Joe Simon. Gantañ e voe krouet ivez ar Pevare Bed. Diwar e anv ez eus bet krouet ur font anvet Kirby's Hand. Unan eus arzourien bennañ sevenadur ar bobl er Stadoù-Unanet eo bet Jack Kirby. Degaset en deus d'ar c'homic nerzh ar romantoù avañturioù hag ar sinema. Ijinet en deus ivez perzhioù dibar evel ar splash-pajennoù (ur bajenn leuniet gant un dresadenn nemetken heukiet gant pajennoù enno kalz skeudennoù dispartiet), hag ar c'h/krackle (strakadeg treset da ziskouez bervadenn an dour pe stokadoù energiezh).
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Divroidi eus kreiz Europa e oa tud Kirby. En em staliañ a rejont er Stadoù-Unanet. Kirby a gasas e vugaleaj e Brooklyn. Labourat a reas e studioù fiñvtresadennoù Fleisher. Goude-se e stagas gant ar c'h comic hag e labouras evit Lincoln Features, evit studio Jerry Iger hag ivez evit hini Will Eisner. D'ar mare-se ez implije meur a lesanv, hag unan anezho a chomas brudet : Jack Kirby an hini eo. E 1940 e tresas hag e savas senario "Merc'her en 20vet kantved" gant an anv Martin A. Bursten evit Red Raven Comics.
Simon ha Kirby
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E penn-kentañ ar bloavezhioù 1940 e kejas Jack Kirby ouzh Joe Simon. E 1941 e kroujont Captain America evit an ti-embann Timely, hag a zeufe da vezañ Marvel. Ur gourharoz brogarour eo Captain America, ha stourm a ra a-enep an nazied. Krouiñ a rejont ivez Young Allies ha The Vision a veze embannet e Marvel Mystery Comics. Ober a rejont war-dro heuliadoù all evel Daring Comics, USA Comics ha Young Winners. Kirby a c'houlennas gant Martin Goodman bezañ e penn ar renerezh arzel, hag a galz e kreskas ar werzh. Simon ha Kirby a embannas Mercury e Raven #1 met ne rejont ket berzh[1].
DC Comics
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude-se ez eas Simon ha Kirby da labourat evit DC hag e kroujont tudennoù a reas berzh evel The Newsboy Legion (embannet e-barzh Star Spangled Comics), The Boys commandos hag ec'h ijinont stumm nevez un haroz bet krouet c'hoazh : Sandman. Embannet e voe er gelaouenn Adventure Comics.
Goude an Eil Brezel-bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Jack Kirby et Joe Simon a voe soudardet e 1942, ha Kirby a gemeras perzh en arme Patton e Frañs. E 1945 e tistrojont d'ar Stadoù-Unanet ma labourjont evit an ti-embann Harvey (Stuntman, Boy Explorers). Krouiñ a rejont o zi-embann dezho, anvet Prize-Crestwood. Krouiñ a rejont a bep seurt traoù : comic enno istorioù karantez (Young Romance, Young Love, Young Brides), western (Boy's Ranch, Bullseye), unan diwar-benn an huñvreoù (The Strange world of your dreams) ehag un drevezadenn eus Captain America (Fighting American). Met ar stourm a-enep ar c'homic kaset gant ar bredvezeg Fredric Wertham a lakaas meur a di-embann comic da vont da get, Prize-Crestwood en o zouez. Sed penaos ec'h echuas ar c'henlabour etre Jack Kirby ha Joe Simon.
Atlas Comics a zeu da vezañ Marvel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1956 e krouas Kirby Sky Masters, ur comic strip skiant-faltazi inkret gant Wallace Wood. E 1958 ec'h adkorgas da labourat evit DC ma labouras war The Challengers of the Unknown. E 1959 ez eas da labourat gant Atlas Comics, bet Timely, ma kenlabouras gant Stan Lee.
E 1961 e krouas Kirby ha Lee ur strollad gourharozed nevez, The Fantastic Four e anv. A-drugarez da verzh The Fantastic Four e teuas Marvel da vezañ embanner comic brasañ ar Stadoù-Unanet. Kaset gant Lee e voe Kirby e-touez ar re evel Steve Ditko ha Don Heck a ijinas ar c'hourharozed a lakaas Marvel da vezañ brudet : Hulk, Thor, X-Men, Iron Man, Silver Surfer ha re all c'hoazh. Kirby ha Lee a grouas istorioù hollvrudet evel The coming of Galactus e 1966 e-barzh Fantastic Four #48 hag ivez saga ar Silver Surfer (FF#50) gant Joe Sinnott.
Stan Lee a roe lesanvioù d'an holl dud a laboure gantañ, ha Jack Kirby a voe lesanvet The King. E 1970 e voe diemglev etre Kirby ha Marvel, ha Kirby a guitaas an ti-embann.
Pevare Bed DC Comics
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kirby a zistroas neuze da DC ha fellout a rae dezhañ krouiñ un hollved klok ha kempoell diazezet war bevar c'homic : Superman's Pal Jimmy Olsen, New Gods, Forever People ha Mister Miracle. Sed penaos e krouas The Fourth World.
Daoust ma labouras kalz Kirby war an heuliadoù-se ne voe ket plijet pennoù DC peogwir ne voent ket gwerzhet mat, ha nullet e voent ganto. Kenderc'hel a reas memestra da labourat evit DC hag e krouas Kamandi, The Demon ha Omac.
Marvel en-dro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1975 ec'h adkrogas Kirby da labourat evit Marvel ma reas war-dro tudennoù bet krouet gantañ evel Captain America, Black Panther ha Silver Surfer. Lakaet e voe ivez da dresañ kalz goloioù. Krouiñ e heuliadoù dezhañ eo ar pezh a felle dezhañ, hag ijinañ a reas Devil Dinosaur, Machine Man pe The Eternals. E 1978 e paouezas da labourat evit Marvel da vat.
Dibenn e vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mont a reas Kirby da chom da aodaoù kornôg ar Stadoù-Unanet, ma oa staliet studioioù fiñvtresadennoù pennañ ar vro. Hag e-pad un nebeud bloavezhioù e reas war-dro fiñvtresadennoù. A-hed e vuhez en doa labouret war dudennoù n'en doa tamm gwir ebet warno. E 1981 e voe kinniget dezhañ gant tud Pacific Comics krouiñ tudennoù a vefe perc'henn warno. Sed penaos e krouas Silver Star ha Captain Victory & the Galactic Rangers. E 1986 e voe ur prosez etre Kirby ha Marvel : ma felle dezhañ adtapout e dresadennoù orin e oa dav dezhañ sinañ ur gevrat ma asante e vefe perc'henn Marvel wan an holl dudennoù kenijinet gantañ. Un emglev a voe kavet, ha meur a aozer comic a savas a-du gant Kirby.
E dibenn e vuhez e labouras Jack Kirby evit Topps Comics (krouiñ a reas Bombast, Captain Glory, Nightglider, Satan's Six) hag Image. Ma n'ez eas ket gwall bell an heuliadoù ijinet evit Topps Comics e labouras da vat war Phantom Force en doa ijinet evit Image Comics. Div niverenn a voe embannet, hag un niverenn 0 oa bet raktreset, met mervel a reas Kirby a-raok stagañ gant ar raktres-se.
Notenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Marvel Deluxe, Jack Kirby, 2006 Panini France, digoradur gant Greg Theakston, 2004) ISBN : 2-84538-864-0
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn The Jack Kirby Museum & Research Center
- Jack Kirby e lec'hienn Grand Comics Database
- Jack Kirby e lec'hienn Comic Book Database
- Jack Kirby e lec'hienn IMDB
- POV Online: "Jack Kirby" gant Mark Evanier
- "Jack Kirby Heroes Thrive in Comic Books and Film", gant Elvis Mitchell, The New York Times,27 a viz Eost 2003
- "Roz Kirby Interview Excerpts", The Jack Kirby Collector #10, miz Ebrel 1966
- Krouidigezhioù Jack Kirby en Appendix to the Handbook of the Marvel Universe
- Euzhviled Jack Kirby