Istor Sveden
Istor Sveden a lakaer da zeraouiñ, evit gwir, en VIIIvet kantved, gant ar Vikinged. Met gouzout a reer e oa tud o chom er vro kalz a-raok ar skridoù kentañ : adal ar mare ma teuzas ar skorn a c’holoe Skandinavia e voe annezet ar broioù-se, kerkent ha 1200 kent J.K. pe war-dro. Rouez eo ar skridoù diwar-benn Sveden koshoc’h eget ar bloavezh 1000 ha peurvuiañ e voent savet gant estrenien. N’eo nemet adalek ar XIVvet kantved e voe gwelet skridoù diwar-benn istor ar vro, savet gant tud eus ar vro.
A-raok ar bloavezh 1000 e oa mare ar Vikinged, ha re Sveden a yeas war-zu ar reter dreist-holl, davet Rusia ha betek Kergustentin. Tamm-ha-tamm e voe unanet ar vro ha savet ur stad vodern e Sveden en Xvet kantved, diwezhatoc’h eta eget e Danmark ha Norvegia. Kristenaet e voe ar vro dindan ren ar roue Olof Skötkonung, ar roue kristen kentañ. Dont a reas ar vro da vezañ ur stad unvan, gant ur roue en he fenn ha lezennoù boutin d’an holl war-dro an XIIIvet kantved hervez ar braz eus an istorourien ; abretoc’h hervez lod, diwezhatoc’h hervez lod all. Da neuze e oa e dalc’h ar rouantelezh an darn vrasañ eus kreiz ha kreisteiz ar vro, war-bouez Skania ha douaroù all tro-dro, er c’hreisteiz pellañ, hag a oa e dalc’h Danmark, hag ul lodenn eus ar pezh zo deut da vezañ Finland bremañ. Er c’hantvedoù war-lerc’h e kendalc’has domani ar roue da greskiñ war-zu an hanternoz, daoust ma oa dispis bevennoù ar stad.
E dibenn ar XIVvet kantved e oa muioc’h-mui a liammoù etre Sveden ha Danmark ha Norvegia. A-benn ar fin e voent unvanet en Unvaniezh Kalmar. Stadoù dizalc’h e choment, met renet e oant gant ur roue hepken. Er c’hantved goude avat e voe distennoc’h al liammoù etre Sveden hag ar broioù all. E miz Du 1520 e c’hoarvezas Skuilh-gwad Stockholm, pa voe lazhet degadoù a noblañsed eus Sveden war urzh ar roue Christian II Danmark en doa disfiz diouto. Gant un noblañs svedat, Gustav Vasa, e voe lusket un emsavadeg a-enep ar roue hag a echuas pa voe-eñ dilennet da roue e penn Sveden, gant an anv Gustav Iañ, e 1523. Diwar ar mare-se e voe echuet gant Unvaniezh Kalmar.
Dindan ren Gustav Vasa e troas Sveden a-du gant ar brotestantiezh, degemeret e voe al luteregezh da relijion ofisiel ar vro, ha lakaet e voe seziz war madoù an iliz katolik.
Er XVIIvet kantved e teuas Sveden da vezañ ur vro c’halloudus, hag a gontrolle ar Mor Baltel a-bezh. Gant ar Brezel Tregont Vloaz e teuas da vezañ unan eus broioù bras Europa hag astenn a reas he galloud er c’hreisteiz (Skania), er reter (Estonia), er gornaoueg ivez (diwar-goust ul lodenn eus Norvegia).
A-raok dibenn ar c’hantved avat e voe un emglev kuzh etre Rouantelezh Danmark ha Norvegia, Rusia ha Republik Polonia-Lituania a-enep Sveden, Taget e voe Sveden gant Danmark-Norvegia ha Polonia-Lituania e deroù an XVIIIvet kantved. E 1721 e voe taget ha faezhet gant Rusia, ha da c’houde e voe staget Estonia, Livonia ha Karelia ouzh Rusia. Evel-se e voe lakaet un harz da c’halloud bras ar pezh a anver Impalaeriezh Sveden.
Kemer perzh a reas Svediz en Oadvezh ar Sklêrijenn, war dachenn an arzoù, ar skiantoù hag an deskadurezh. Kreskiñ a reas ar c’hêrioù er vro. Kollet e voe Finland da-heul ur brezel a-enep Rusia e 1808-1809.
E 1810 e voe dilennet ur jeneral gall, Jean-Baptiste Bernadotte, da roue Sveden gant ar parlamant. Treiñ a reas ar roue nevez, Karl XIV Johan, a-enep Napoleon avat ha da-heul ur brezel a-enep Danmark e voe staget Norvegia ouzh kurunenn Sveden dre feur-emglev Kiel e 1814 : roue Norvegia e oa roue Sveden ivez, hag evel-se e voe betek 1905, pa voe embannet dizalc’hidigezh Norvegia. Abaoe 1814 n’eus bet graet brezel ebet gant Sveden, hag ur vro neptu e oa chomet da vare ar c’hentañ hag an eil brezel-bed. Ne voe ket aloubet eta gant armeoù an Trede Reich. Goude an Eil Brezel-bed e voe unan eus ar broioù kentañ o kemer perzh en Aozadur ar Broadoù Unanet, e 1946.
Goude-se he deus klasket Sveden chom neptu ha chom en diavaez d’an emglevioù etre stadoù e-pad ar Brezel Yen. Kostezenn ar social-demokrated zo bet er galloud e-pad 44 bloaz dibaouez (1932-1976) ha dindano ez eus bet savet politikerezhioù penn-araok evit difenn gwirioù al labourerien hag evit gwareziñ an endro. E 1995, goude dibenn ar Brezel Yen, e oa aet Sveden e-barzh Unaniezh Europa, met betek-henn n’o deus ket degemeret an euro da voneiz.