Mont d’an endalc’had

Hit parade

Eus Wikipedia

Hit parade (['hɪt pɘ'reɪd]) zo ur ger saoznek[1] savet er Stadoù-Unanet er bloavezhioù 1930 evit ober anv eus ur rollad tonioù pe kanaouennoù, renket en urzh hervez ar re a vez prenet pe selaouet ar muiañ d'ur c'houlz resis bennak. Degemeret eo bet ar ger en un toullad yezhoù all (alamaneg, galleg, tchekeg hag all) er bloavezhioù 1960, hag adalek ar galleg er brezhoneg ivez.

Brudet eo bet an droienn da gentañ gant abadennoù skingomz ha skinwel evel Your Hit Parade a badas eus 1935 da 1955 er Stadoù-Unanet, pe c'hoazh Billboard, ar gelaouenn etrebroadel gouestlet d'ar sonerezh, a savas e miz Genver 1936 he music hit parade kentañ.

Berzh a reas an droienn hag adkemeret e voe e meur a yezh dre ar bed. Diouzh ar c'hiz e oa an droienn e galleg er bloavezhioù 1960 ha 1970. Bremañ pa vez lavaret (record) chart kentoc'h e saozneg e vez graet ivez gant troiennoù saoznek all a bep seurt e galleg, evel Top (Top 10, 40, 50...), un doienn hag a voe degemeret e meur a yezh all, en o zouez an Top 50 e galleg.

Arabat eo kemmeskañ an anv hit parade, diazezet war ar gwerzhioù, gant ar renkamantoù a bep seurt a vez graet gant ar chadennoù skingomz, pe gant kelaouennoù pe lec'hiennoù a bep seurt, diazezet war o selaouerien pe o lennerien, ha n'eo ket war ar gwerzhioù ken.

E galleg ez eo bet brudet an anv gant Radio Luxembourg gant hec'h abadenn skingomz Hit-Parade RTL a voe skignet adalek 1962 betek 1989.
Anvet e voe Minimax adalek miz Du 1966 betek miz Mae 1968 kent distreiñ da Hit Parade ; un ehan a voe etre 1970 ha 1972 ; e miz Gouhere 1972 e voe skignet a-nevez, betek 1981. Adskignet e voe betek 1989 dre ar skingomz. Er skinwel e voe an Hit parade ivez adalek an 10 a viz Gwengolo 1975 betek miz Mezheven 1983.

Renkamantoù er bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Broioù Renkamantoù
Alamagn Alamagn
  • Deutsche Alternative Charts
  • Media Control Charts
Banniel Aostralia Aostralia
  • ARIA Charts
 Aostria
  • Ö3 Austria Top 40
Banniel Arc'hantina Arc'hantina
  • Argentina Top 40
Banniel Belgia Belgia
  • Ultratop
  • MNM 50
Bro-C'hall Bro-C'hall
  • Syndicat National de l'Édition Phonographique (SNEP)
  • Top 50
Banniel Finland Finland
  • Finland Singles Chart
  • Mitä hittiä
  • YLE Top40
Gres Gres
  • Greek IFPI Singles and Albums Charts[2]
Hungaria Hungaria
  • MahaszCharts
Banniel Indonezia Indonezia
  • Indonesia LIMA Top 50 Charts
 Italia
  • FIMI Singles Chart
  • Musica & Dischi
Iwerzhon Iwerzhon
  • Irish Albums Chart
  • Irish Singles Chart
Izelvroioù Izelvroioù
  • Dutch Top 40
  • Mega Top 50
  • Single Top 100
Banniel Japan Japan
  • Japan Hot 100 singles
  • Music Labo
  • Music Research
  • Oricon
  • Planet chart
  • Soundscan
Kanada
  • CHUM Chart
  • CT-20
  • Canadian Albums Chart
  • Canadian Hit 30 Countdown
  • Canadian Hot 100
  • Canadian Singles Chart
  • The R3-30
Latvia Latvia
  • Latvian Singles Chart
Lituania Lituania
  • Lithuanian Singles Chart
Broioù Renkamantoù
Luksembourg Luksembourg
  • Hit-Parade RTL
Banniel Mec'hiko Mec'hiko
  • Amprofon
Banniel Norvegia Norvegia
  • Norsktoppen
  • VG-lista
Banniel Polonia Polonia
  • Polish National Top 50
Portugal Portugal
  • HitList Portugal
  • Top Oficial da AFP
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
  • Music Video Chart
  • The Official Charts Company
  • UK Albums Chart
  • UK DVD Chart
  • UK Dance Chart
  • UK Download Chart
  • UK Indie Chart
  • UK R&B Chart
  • UK Rock Chart
  • UK Singles Chart
Banniel Roumania Roumania
  • Romanian Top 100
Rusia
  • Russian Albums Chart
  • Russian Singles Chart
Banniel Spagn Spagn
  • Promusicae
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
  • Alternative Songs
  • American Country Countdown
  • Billboard 200
  • Billboard Hot 100
  • Billboard
  • Cash Box (eus 1950 da 1996)
  • Chart-topper
  • Hawaiian Island Charts
  • Hot Country Songs
  • Mainstream Rock Tracks chart
  • Top 40 Mainstream
Suis Suis
  • Swisscharts
Banniel Sveden Sveden
  • Svensktoppen
  • Sverigetopplistan
  • Swedishcharts
 Unaniezh Europa
Zeland-Nevez
  • Recording Industry Association of New Zealand

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Battistini, Pete : American Top 40 with Casey Kasem: The 1970s, AuthorHouse, 2005 (ISBN 1-4184-1070-5)
  • Durkee, Rob : American Top 40: The Countdown of the Century, New York: Schriner Books, 1999 (ISBN 978-0-02-864895-8)
  1. Harrap's Shorter French and English Dictionary, 1982, p. 386b.
  2. (el) IFPI Gres
  3. (en) Euro 200