Mont d’an endalc’had

Hirder vogalennek

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen hirder vogalennek (saoz.: vowel length) war dachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus ar fed ma c'hell ur vogalenn bezañ distaget hir pe hiroc'h.

Kavet e vez alofonennoù hir e meur a yezh hag ur perzh fonemek eo an hirder vogalennek e meur a yezh all dre ar bed ma talvez da lakaat an diforc'h etre gerioù peurheñvel a-hend-all, en o zouez an alamaneg, an arabeg, ar brezhoneg, ar fidjieg, ar finneg, an hawaieg, an hindeg, an hungareg, ar japaneg, al latin, ar sañskriteg, an taieg, an tchekeg hag ar vietnameg

An darn vrasañ eus yezhoù ar bed avat ne ra diforc'h fonologel ebet etre vogalennoù hir ha vogalennoù berr. Pa vez graet un diforc'h etre hirder ar vogalennoù e vez lakaet ar c'hemm dreist-holl etre vogalennoù berr diouzh un tu ha vogalennoù hir diouzh an tu all evel e brezhoneg. Kalz raloc'h avat eo ar yezhoù, an estoneg en o zouez, a ziforc'h etre tri derez hirder.

Hirder vogalennek alofonennek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stag e c'hell bezañ an hirder vogalennek ouzh perzhioù fonetikel all ; e galleg e vez distaget da skouer hiroc'h ar vogelennoù er silabennoù ma kouezh warne an taol-mouezh.

E brezhoneg e vez distaget berr ur vogalenn dirak ur gensonenn dre serriñ divouezh, d.s. "kafe", "paper" … hag hir dirak ur gensonenn dre serriñ mouezhiet, d.s. "kave", "pabor" ….

Hirder vogalennek fonemek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E yezhoù all, avat, en deus hirder ar vogalennoù un arc'hwel fonologel, da lavarout eo e c'hell bezañ diforc'het gerioù hervez ma vez hir pe berr ur vogalenn enne, da skouer brezhoneg "prennañ" (berr) kv. "prenañ" (hir).

Derezioù hirder

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemmañ a ra an niver a zerezioù hirder a yezh da yezh:

Daou zerez : a-bell ar pep aliesañ, d.s.
Saozneg (unvan Bro-Soaz):
berr: /ɪ/ (as in kit) kv. hir: /iː/ (as in fleece)
berr: /æ/ c'at ("kazh") kv. hir: /ɑː/ cart
Notenn:Evel ma tiskwel ar skouerioù-mañ e kemm perzhioù resis ar vogalennoù hervez ma'z int berr pe hir meur a rannyezh saoznek.
Brezhoneg:
berr: "mell" kv. hir: "mel"
berr: "kannañ" kv. hir: "kanañ"
Tri derez: ral-tre
Estoneg
berr/plaen: sada [sada] ("kant)"
hir: saada [saːda] ("tizhout/kaout")
hir-tre: saada [saˑda] ("kasit!")
Notenn: E gwirionez e teu ar vogalennoù hir-tre diwar diorroadur merkoù yezhadurel aet da get a-hed an amzer.
Pevar derez: Ral-kenañ (damsur zoken).
kiKamba
berr: [ko.ko.na] ("skeiñ")
hir: [kóó.ma̋] ("sec'h)
hir-tre: [ko.óma̋] ("dentañ")
hir-kenañ: [nétónubáné.éetɛ̂] ("dibabet hon eus evit an holl hag e-ser dibab emaomp c'hoazh")
Notenn: E gwirionez e teu ar vogalennoù hir-kenañ diwar ziv vogalenn hir e div silabenn disheñvel renk-ouzh-renk

Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.