Herri VII (Bro-Saoz)
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Saoz, Kembre |
Anv e yezh-vamm an den | Henry VII |
Anv-bihan | Henry |
Anv-familh | Tudor |
Titl noblañs | Roue |
Anv | Henri VII |
Deiziad ganedigezh | 28 Gen 1457 |
Lec'h ganedigezh | Kastell Penfro |
Deiziad ar marv | 21 Ebr 1509 |
Lec'h ar marv | Richmond Palace |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | torzhellegezh |
Lec'h douaridigezh | abati Westminster |
Tad | Edmund Tudor, 1st Earl of Richmond |
Mamm | Margaret Beaufort |
Pried | Elesbed York |
Kompagnun(ez) | unknown Breton lady (?) |
Familh | Tiegezh Tudor |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | monark |
Karg | roue Bro-Saoz, Lord of Ireland |
Lec'h labour | Bro-Saoz, Rannvro Breizh, Londrez |
Relijion | Iliz katolik roman |
Kleñved | torzhellegezh |
Brezel | emgann Bosworth |
Darvoud-alc'hwez | posthumous birth, coronation |
Prizioù resevet | Knight of the Order of the Golden Fleece |
Deskrivet dre | King Henry VII, King Henry VII (1457–1509), King Henry VII (1457–1509), King Henry VII (1457–1509) |
Herri VII Tudor (28 a viz Genver 1457 - 21 a viz Ebrel 1509) a oa ur priñs kembreat hag a zeuas da vout roue Bro-Saoz, eus 1485 betek e varv. Ar roue kentañ eus an tiegezh Tudor e voe. Brezhoneger e oa[1] peogwir en doa kavet repu e Breizh e 1471, pa oa Brezel an Div Rozenn e Bro-Saoz. Goude bezañ tremenet tost 14 vloaz en harlu e Dugelezh Breizh e tec'has kuit da Vro-C'hall ha distreiñ a reas da Vro-Saoz evit bezañ kurunet roue. Dont a reas a-benn da c'hourlakaat ar peoc'h d'ar vro goude tregont vloaz a vrezel diabarzh. Sevel a reas e vab Herri VIII war e lerc'h war dron ar roue.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Kastell Penfro e Kembre. E dad e oa Edmond Tudor, kont Richmond, hantervreur d'ar roue Herri VI, hag e vamm e oa Margaret Beaufort, un diskennadez da Yann Gent, mab da Edouarzh III (Bro-Saoz). Tremen a reas e vugaleaj gant e eontr Jasper Tudor, Kont Pembroke.
Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a ra da Elesbed York, merc'h ar roue Edouarzh IV, d'an 18 a viz Genver 1486. Seizh bugel o deus.
E vugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Arthur Tudor, Priñs Kembre, pried kentañ Catherine of Aragon.
-
Herri VIII , roue war-lerc'h Herri VII.
En e raok: Richarzh III |
Roue Bro-Saoz 1485 – 1509 |
War e lerc'h: Herri VIII |
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Le gallo, d'ouyou qu'i vient? p. 151, Jean-Luc Laquittant, embannadurioù Les Oiseaux de papier, miz Ebrel 2015