Mont d’an endalc’had

Hent-houarn Karaez Gwengamp

Eus Wikipedia
Linenn hent-houarn
Karaez – Gwengamp
Tren TER CFTA oc'h erruout e Karaez
Riez Breizh
Kêrioù KaraezKallagGwengamp
Istor
Digoradur 1893-1967
Treuz orin Strizh (1,0 m)
Kemm treuz 1967
Korvoerien
Spisverkoù teknikel
Niv. ofisiel 485000
Hirder 53 km
Treuz Boutin (1,435 m)
Tredan Ket
Forzhioù 1
Tremenerezh
Perc'henn SNCF
Korvoerien Transdev Rail [n 1]
Tremenerezh THR, fred

  1. Ez-CFTA

Ul linenn hent-houarn zo etre Karaez-Plougêr ha Gwengamp, niverennet 485000 en anvadur Réseau Ferré de France (RFF).

Strizh (1 metr) e oa al linenn-mañ pa voe digoret d'ar 24 a viz Gwengolo 1893. E 1967 e voe ledanaet d'an treuz boutin (1,435 m).

Porzh-houarn Gwengamp en doa liammoù evit implij trenioù ar Chemins de fer des_Côtes-du-Nord etrezek Plouha ha Sant-Nikolaz ar Pelem, ha porzh-houarn Karaez-Plougêr a oa kenstaget ouzh linennoù war-du Montroulez, Loudieg, Kastellin ha Rosporden dre Rouedad Breizh.

Marc'h-du FR-29024 Rouedad Breizh dirak ti-gar Karaez


Porched hentoù-houarn Breizh
Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an hentoù-houarn Breizh.
Porched an treuzdougerezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an treuzdougerezh.