Mont d’an endalc’had

Hent

Eus Wikipedia
Ur gourhent e Danmark.

Un hent a zo un egorenn ma c'hall an dud mont da vale warnañ eus ul lec'h d'unan all. Terket e vezont diouzh ezhommoù an dud hag en ur dennañ kont eus ar skoilhoù naturel pe denel. Dre vras e vez an hentoù war an douar noazh pe kaledet gant mein bilet.
Dre astenn e vez kaoz eus an hentoù war vor koulz ha, dre skeudenn, pep tra a seblant ober e hent evel war hentoù difetis er spered hag ar vuhez kevredigezhel.
Dre skeudenn ivez e veze gwelet (hag e vez c'hoazh) un hent en oabl steredennet, Hent (pe Heñchoù) Sant-Jakez (pe Hent Sant-Jalm), da lavaret eo un darn eus galaksienn m'emañ an Douar enni.

Eus an hentoù koshañ digoret gant an dud kentañ, marteze o heuliañ reoù al loened bras ha gouez betek hor c'hevredigezhioù modern ez eus bet ezhomm eus ar c'hehentiñ (ken hentiñ), da lavaret eo kaout darempredoù etre an dud ha mont d'ar parkoù evit gounid ar boued. Ne oant nemet gwenodennoù (pe ribouloù pe hentigoù) war an douar noazh a-raok ma'z eus bet lakaet meur a hini anezho da vezañ ledan a-walc'h evit tremen an dud war an daou du.
Dre m'eo bet an Denelezh o kreskiñ e-keñver ar boblañs ez eus bet muioc'h-muiañ a hentoù evit mont da bep lec'h anavezet hag eus pep lec'h da n'eus forzh peseurt lec'h all ken emañ an holl hentoù o kroaziañ an eil gant egile. Pa vez daou hent pe ouzhpenn o kroaziañ ez eus ur c'hroashent. War ar c'hroashentoù e vez staliet peurvuiañ meur a dolpadur-annez bihan ha bras.

Goude ma oa bet ijinet ar rodoù ken ma veze aesoc'h kas an traoù hag an dud war garbedoù ez eas an hentoù etre an tolpadurioù-annez da vezañ ledanaet diouzh an tremen ha diouzh ledander ha tizhder ar c'harbedoù. En XXvet kantved, pa greskas ar boblañs, brasded ar c'harbedoù e voe savet gourhentoù, meur a forzh ganto, eus daou forzh evit pep tu (hent peder forzh) betek ar gourhentoù daouzek forzh kavet er Stadoù-Unanet.

Sellet ivez ouzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger hent er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.