Mont d’an endalc’had

Henry Morton Stanley

Eus Wikipedia
Henry Morton Stanley
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denHenry Morton Stanley Kemmañ
Anv ganedigezhJohn Rowlands Kemmañ
Anv-bihanHenry, Morton Kemmañ
Anv-familhStanley Kemmañ
Deiziad ganedigezh28 Gen 1841 Kemmañ
Lec'h ganedigezhDinbych Kemmañ
Deiziad ar marv10 Mae 1904 Kemmañ
Lec'h ar marvRichmond Terrace Kemmañ
Lec'h douaridigezhChurch of St Michael and All Angels Kemmañ
PriedDorothy Tennant Kemmañ
BugelDenzil Stanley Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Micherkazetenner, ergerzhour, politiker, skrivagner Kemmañ
Kargmember of the 26th Parliament of the United Kingdom Kemmañ
Lec'h labourLondrez Kemmañ
Strollad politikelLiberal Unionist Party Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet1895 United Kingdom general election Kemmañ
BrezelBrezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Kemmañ
Diellaouet gantLevraoueg Vroadel Kembre Kemmañ
Prizioù resevetKnight Grand Cross of the Order of the Bath, Vega Medal, Patron’s Medal, Grande Médaille d'Or des Explorations, Grand Cordon of the Order of Leopold Kemmañ
Skrivet en deus evitNew York Herald Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Henry Morton Stanley

Henry Morton Stanley (29 a viz Genver 1841 - 10 a viz Mae 1904) a oa ur c'hazetenner, skrivagner hag ergerzher, genidik eus Dinbych, e hanternoz Kembre, hag en deus beajet en Afrika.

Brudet eo dreist-holl peogwir e oa bet klasket ha kavet gantañ un ergerzher all, David Livingstone, a oa aet diwar wel en Afrika.

Buhez ha beajoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

John Rowlands e oa e anv kentañ. Desavet e voe gant e dad-kozh, e Llanelwy : dianav e oa e dad ha dilezet e voe gant e vamm pa oa 18 miz. Goude marv e dad-kozh e voe kaset d'un ti-emzivaded hag eno e voe start ar vuhez evitañ. A-boan 18 vloaz e oa pa lestras war ul lestr da vont da Stadoù Unanet Amerika, ma erruas e miz C'hwevrer 1859. Paeañ a reas e veaj en ur labourat evel martolod e bourzh al lestr. Kavout a reas labour e New Orleans, gant ur c'henwerzhour pinvidik anvet Henry Hope Stanley. Meur a vloaz e chomas da labourat gant an den-se ha damadvabet e voe gantañ. Diwar neuze e voe kemeret an anv Henry Morton Stanley gantañ.

Kemer a reas perzh, en daou du, e Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika ha goude e teuas da vezañ kazetenner evit an New York Herald, e 1867. Beajiñ a reas evit ar gazetenn-se : unan eus he c'henskriverien e voe e kornôg ar Stadoù Unanet da gentañ, e Turkia da c'houde, ha mont a reas da Afrika e 1869. Kelaouaer e voe en Etiopia, kas a rae keleier eus ar brezel etre Breizh-Veur hag Etiopia, war harzoù ar vro-se. E 1869 e voe fiziet ennañ gant e gazetenn ar garg da glask ha da adkavout an ergerzher skosat David Livingstone, a oa bet kollet ar roud anezhañ e reter Afrika meur a viz diagent.

Mont a reas Stanley da Zanzibar e miz Meurzh 1871 hag aozañ a reas e veaj d'ar c'hevandir, hep rankout soursial nemeur eus ar c'houst anezhi, pa oa paeet ar frejoù gant rener ar gazetenn New York Herald. Kavout a reas Livingstone d'an 10 a viz Du 1871 en Ujiji, e-kichen al lenn Tanganyika, e Tanzania hiziv. Hervez a voe kontet goude-se e voe distaget ar gerioù "Doctor Livingstone, I presume?" gant Stanley p'en em gavas gant an ergerzher skosat, met den ne oar da vat daoust ha lavaret e voe ar frazenn-se e gwirionez.

An emgav etre Stanley ha Livingstone, hervez un dresadenn graet evit al levr gallek Comment j'ai retrouvé Livingstone (Hachette, 1876).

Gant Stanley ha Livingstone e voe kendalc'het da ergerzhet ar vro ha prouiñ a rejont ne oa liamm ebet etre al lenn Tanganyika hag ar stêr Nil. Pa zistroas Stanley eus e veaj e skrivas ul levr anvet "How I Found Livingstone; travels, adventures, and discoveries in Central Africa".

Gant an New York Herald, asambles gant ar gazetenn saoz Daily Telegraph, e voe arc'hantet, e 1874, ur veaj all en Afrika, ma'z eas Stanley a-dreuz Afrika, eus ar reter betek ar c'hornôg, en ur ziskenn ar stêr Kongo. Ur veaj start-kenañ e voe : evit tremen al lammoù-dour bras a zo a-hed ar stêr e oa ret divontañ ar bigi ha dougen an tammoù anezho war an douar betek ul lodenn all, bageadus, eus ar stêr. 999 devezh e padas an ergerzhadenn-se ha meur a zen a varvas : 356 den a oa gant Stanley en deroù ha ne chome nemet 114 anezho er fin. Kontañ a reas Stanley an eil beaj-se el levr "Through the Dark Continent".

E 1886 e voe renet un ergerzhadenn all gant Stanley, evit saveteiñ Emin Pasha, a oa gouarnour Equatoria e su Soudan. Goude diaesterioù bras ha marv meur a zen, e voe kavet Emin Pasha gant Stanley e 1888, ha tizhout a rejont Zanzibar, gant an dud a oa chomet bev, e 1890. E-pad ar veaj-se e voe ergerzhet gant Stanley tolead ar menezioù Ruwenzori hag al lenn Edward.

Goude e zistro da Europa e timezas Stanley gant ul livourez eus Kembre, Dorothy Tennant, ha dilennet e voe da gannad e Kambr ar C'humunioù, eus 1895 da 1900. Mervel a reas e Londrez dan 10 a viz Mae 1904. Beziet e voe e Pirbright, e kontelezh Surrey.

Roud a gaver eus anv e meur a lec'h : kêr "Stanleyville", hag a zo deuet da vezañ Kisangani bremañ (e Republik Demokratel Kongo), "lammoù-dour Stanley" hag a zo bet adanvet lammoù-dour Boyoma, e reter Kongo ivez. Menez Stanley, pe Ngaliema, e menezioù Rwenzori, war ar vevenn etre Republik Demokratel Kongo hag Ouganda, eo an trede menez uhelañ en Afrika.

Levrioù skrivet gantañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • How I found Livingstone (1872)
  • Through the Dark Continent (1878)
  • In Darkest Africa (1890)
  • Autobiography (1909)

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.