Hacı Iañ Giray
Neuz
Hacı Iañ Giray (e tatareg Krimea : I Hacı Geray, ۱خاجى كراى), lesanvet Melek (Ael), a voe diazezer khanat Krimea. Diskennad e vefe da Genghis Khan ha ganet e Lituania, ma oa repuet e dad e lez ar roue Vitold.
Krouiñ a reas ur c'hanat e Krimea, dizalc'h ouzh douaroù ar Meuriad Aour, gant skoazell dugelezh veur Lituania hag ar meuriad Şirin. Ne ouzer ket bloavezh krouidigezh khanat Krimea ha kustum eo an istorourien da lakaat anezhañ e 1441 ma voe kognet moneiz evit ar wech kentañ en anv Hacı Giray.
Emglev a reas gant ar sultan otoman Mehmet II a-enep Genova.
E 1456 e voe tapet ar galloud e-pad ur prantad berr gant e vab Hayder.
Mervel a reas e 1466. Sebeliet eo e Bahçesaray, kêrbenn istorel Krimea.
En e raok: - |
Khan Krimea 1441 – 1456 |
War e lerc'h: Hayder |
En e raok: Hayder |
Khan Krimea 1456 – 1466 |
War e lerc'h: Nur Devlet |