Griffin
Griffin zo un anv-tiegezh hag a c'hall bezañ eus Bro-Iwerzhon, Bro-Saoz pe Bro-Gembre. Un anv-badez eo ivez, ur stumm all eus an anv-badez Griffith, stumm saoznekaet an anv kembraek Gruffydd. Griffin a dalv kement ha gripi e saozneg.
Ar 75vet anv-tiegezh ar muiañ douget e oa en Iwerzhon e 1891.[1] E 2000 e oa ar 114vet anv-tiegezh er Stadoù-Unanet, ar pezh a glot gant daou c'hant mil den.[2]
Griffin en Iwerzhon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An anv-tiegezh "Griffin" en deus meur a vammenn ouezelek.
Ó Gríofa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ó Gríofa (paotred) pe Ní Ghríofa (merc'hed) a zo ur familh eus kontelezh An Clár. O anv a voe saoznekaet e meur a stumm, en o zouez O'Griffey hag O'Griffy. Ó Gríofa a c'hall bezañ troet e saozneg e "diskennad eus an hini a zo evel ur gripi".
Ó Gríofa a veze skrivet Ó Gríobhtha[3] a-raok ma voe cheñchet an digejadur gouezelek. Ar re Ó Gríofa a oa pennoù ar skourr Cineal Cuallachta[4] eus ar c'hlann Dál gCais[5], pe ar re Dalcassian, gant o c'hastell e Ballygriffy >ref>[5]</ref> e North Ballygriffey, e parrez An Díseart (baroniezh Inchiquin a-raok). Ar re Ó Gríofa a zeu eus ar memes penngef hag ar re O'Dea hag ar re O'Quins, hag a zo eus ar c'hlann Cineal Fearmaic, pe gwelloc'h ar Ui Fearmaic [6],[7]
Ó Grifín
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An doare-skrivañ "Ó Grifín" (paotred) / "Ní Ghrifín" (merc'hed) a zeu eus ar familh Kerry. Ar re Kerry Griffins eo diskennidi ar Gallowglass, stourmerien Emsavadeg ar re Desmond a-enep ar Saozon.[8]
Ó Gríofáin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavout a reer an anv a-hed an harz etre kontelezh Maigh Eo, kontelezh Ros Comáin ha kontelezh Gaillimh.[9][10]
Griffith
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gallout a reer ivez kavout en Iwerzhon ul liamm gant an anv kembreat Griffith, met kalz raloc'h eo.[11]
Griffin e Kembre
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peurliesañ eo "Griffin" ur stumm all eus an anv-tiegezh "Griffith", pe anvioù kembreat damheñvel all.
Tud brudet anvet Griffin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gruffydd ap Llywelyn (1000 – 5 a viz Eost 1063), roue kembreat.
- Gruffudd ap Llywelyn Fawr (1200 – 1añ a viz Meurzh 1244), mab bastard Llywelyn Veur (c. 1173–1240).
- Rhodri ap Gruffudd (c. 1230 - c. 1315), pe Roderick Fitz Griffin e saozneg, priñs kembreat.
- Walter Burley Griffin (1878–1937), tisavour ha gweledvaour stadunanat, empennet gantañ Canberra, kêr-benn Aostralia, ha kêrioù Griffith ha Leeton e stad Sukembre-Nevez.
- Nick Griffin (ganet e 1959), bet kadoriad Strollad Broadel Breizhveurat (BNP).
Tudennoù faltazi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ar familh Griffin, harozed ar stiriad bevaat Family Guy.
- Griffin, anv-bihan an dudenn er filmoù tennet eus romant H. G. Wells The Invisible Man
- ar barner Jürgen Griffin, un dudenn eus ar c'homic strip Judge Dredd
- Henry Griffin, un dudenn er stiriad The O.C.
- Kylie Griffin, un dudenn e Extreme Ghostbusters hag ar c'homic strip Ghostbusters embannet gant IDW
- Sandi Griffin, un dudenn er stiriad-bev Daria
- Clarke Griffin, un dudenn er stiriad The 100
- Hawley Griffi, un dudenn er c'homic strip The League of Extraordinary Gentlemen
A bep seurt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Griffin, ur gêr e stad Georgia, er Stadoù-Unanet.
- meur a lestr eus ar Royal Navy a zoug an anv HMS Griffin.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Surname Maps of Ireland. (map). barrygriffin.com.
- O'Laughin, M. C. (1997). "The Book of Irish Families Great & Small". Irish Genealogical Foundation
- Matheson, R. E. (1891). "Special Report on Surnames in Ireland"
- Williams, M. (1996) "Researching Local History"
- U.S. Census Bureau (1990), Population Division, Population Analysis & Evaluation Staff