Mont d’an endalc’had

Gresianeg Kiprenez

Eus Wikipedia

Komzet e vez rannyezh c'hresianek Kiprenez pe gresianeg Kiprenez (gresianeg: Κυπριακή διάλεκτος, "rannyezh kiprenezek" pe Κυπριακά "kiprenezeg") gant muioc'h evit 500.000 den e Kiprenez ha gant kantmiliadoù a ezvroidi.

Komzet e vez evel yezh kentañ gant an darn vrasañ eus ar Gipreneziz c'hresianek, an darn vrasañ anezhe o chom e lodenn su ar vro e Republik Kiprenez hag ivez gant un nebeud tud kozh pe goshoc'h e kêriadennoù resis tro-dro da Louroudjina ha Tylliria/Dillirga e Republik Turk Kiprenez an Norzh ha komzet e vez evel eil yezh ivez gant an darn vrasañ eus ar Gipreneziz turkek gozh.

Ul liamm diglosia zo etre ar rannyezh c'hresianek komzet e Kiprenez en un tu, implijet dre gomz gant an darn vrasañ eus an dud, hag an dimotiki pe "gresianeg unvan", implijet dre skrid hag evit kas da benn aferioù ofisiel hag a renk uhel, en tu all. Implijet e vez ar gresianeg unvan (gant ur pouez-mouezh lec'hel peurliesañ avat) er skolioù (estreget war porzh ar skol), er breujoù, er mediaoù (skingomz, skinwel, kelaouennoù...) hag ivez pa gomzer dirak ha gant tud o tont eus lec'h all. Implijet e vez stank avat ar c'hiprenezeg war ar genrouedad hag evit kas gerioùigoù a bellgomz da bellgomz.

Dre vras, seul greñvoc'h ar rannyezh implijet gant un den bennak (da lâret eo seul dostoc'h ouzh ar vazilektenn), seul vuioc'h e vo lakaet da "blaou" (χώρκατος; "kêriadennad"), da lâret un den dizesk ha paour dreist-holl gant an Kiprenezed a renkad uhel pe uheloc'h.

Istor ha lennegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne oa ket diorroet ar rannyezh kiprenezeg a-vremañ diwar rannyezh arkadokiprenezek a-gozh met kentoc'h diwar ar gresianeg koine. Abalamour da arsailhoù a-berzh an Arabed warni e vanas troc'het diouzh ar peurrest eus ar c'hresianegerion adal ar 7vet bet an 10vet Kantved. Dont a reas da vezañ ul lodenn eus Impalaeriezh Bizantion e 962 met menel a reas dizarempred adarre e 1191 pa gouezhas etre daouarn ar groaziaded. Keit ha ma chomas disrannet diouzh ar peurrest eus Bizantion pellas ar yezh diouzh ar gresianeg bizantek.

Skrivet e veze lezennoù Rouantelezh Kiprenez e kiprenezeg da geñver ar Grennamzer kichen-ha-kichen gant oberennoù a-bouez all, da skouer danevelladurioù Leontios Mac'hairas (Λεόντιος Μαχαιράς) ha George Boustronios hag un dastumad sonedennoù.

Implijet e oa bet rannyezh Kiprenez evit sevel barzhonegoù dreist-holl e-kerzh ar c'hant vloaz diwezhañ gant barzhed vudet evel Vasilis Mic'hailidis (Βασίλς Μιχαηλίδης) and Dimitris Lipertis (Δημήτρης Λιπέρτης). Implijet e vez ivez e kanaouennoù hengounel ha doareoù barzhoniezh hengounel, en o zouez τσιαττιστά (barzhonegoù emgannoù).

Nevezig 'zo e kaver mui-ouzh-moui a sonerezh vodern e kiprenezeg, gant reggae, rap hag hip hop.

War ar skinwel e kaver ivez abadennoù fent-c'hoari e rannyezh Kiprenez.

Perzhioù yezhadurel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Lakaet a reer an diforc'h etre distagadur kreñvoc'h ar c'hensonennoù doubl hag ar c'hensonennoù eeun evel henc'hresianeg:
  • Staonekadur ar c'hensonennoù gouel dirak ur vogalenn a-raok:
    1. Staonekadur kappa (κ): /k/ /i, e, j/ > [tʃ] (gresianeg unvan]] > [c]), skrivet τζι pe gwelloc'h κ̌, d.s. gresianeg unvan καί [ce] ("ha") > kiprenezeg τζιαί pe κ̌αί [tʃe]. Amprestet e vez gerioù all hep staonekasur digant ar gresianeg unvan avat, d.s. κηδεία, κέρδος, άκυρο ha ρακέττα.
    2. Staonekadur kappa (χ): /χ/ /i, e, j/ > [ʃ] (gresianeg unvan]] > [ç]), skrivet σι pe gwelloc'h χ̌, d.s. gresianeg unvan χέρι ['çeri] ("dorn; brec'h") > kiprenezeg σιέρι pe χ̌έρι ['ʃeri].
  • Mouezhiadur phi (φ), theta (θ) ha khi (χ) dirak ur gensonenn fri pe ur gensonenn linkus > beta (β) , delta (δ) ha gamma (γ) respectively. (d.s. γρόνος (kiprenezeg) e lec'h χρόνος (gresianeg unvan) (= "bloaz"); άδρωπος (kiprenezeg) e lec'h άνθρωπος (gresianeg unvan) (= "den")). O vont da get emañ ar perzh-mañ e-touez ar gomzerion yaouankañ dindan levenez ar gresianeg unvan.
  • Diverkadur ar ruzennoù mouezhiet β, δ, γ etre div vogalenn, d.s. e.g. κοπελλούδιν > κοππελούιν "bugelig". A-wezhoù e skriver ar gensonenn a vank etre kromelloù, d.s. κοππελού(δ)ιν.
  • /x/ > /θ/: d.s. άνθρωπος > άχρωπος ("den")
  • Diruzadur [ʝ] [ç] > [c] en ur gemmañ ar gensonenn diraze, (d.s. ποιός "piv" distaget [pços] e gresianeg unvan, distaget πκοιός [pcos] e kiprenezeg; σπίτια "tiez" distaget ['spitça] e gresianeg unvan, distaget σπίθκια ['spiθca] e kiprenezeg). Klevet a c'heller ivez πσοιός [pʃos] e lec'hioù 'zo eus Kiprenez zoken.
  • Reolennoù sandhi evit distagadur resis kensonennoù fri e dibenn ur ger:
    • /n/ dirak ur gensonenn diweuz > [m], d.s. τον παπαγάλον [tom bapa'ɣalon] "ar peroked" (akuzativel).
    • /n/ dirak ur gensonenn ouel > [ŋ]: d.s. την κρατικήν [tiŋ grati'kin] "ar gouarnamant" (akuzativel).
    • Ne dalvez ket ar reolennoù a gaver er gresianeg unvan o tennañ da diorroadur ar son [n] e dibenn ur ger ha kavet e vez jkalz stankoc'h [n] e dibenn ur ger evit er yezh unvan.

Morfologiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Stumm-ober ar verb achuet gant -οντα e lec'h -οντας evel e gresianeg unvan.
  • Henstummoù evel implij an anv-verb evel anv-kadarn (d.s. το δειν "ar sell(ed)")
  • Implij stank al lostger turkek -lik deuet da vezañ -λίκκι(ν) er yezh komzet evit lakaat ster un anv fetis da vezañ difetis, d.s. "ο πρόεδρος" ("ar prezidant") > "το προεδριλίκκι" ("ar brezidantelezh")
  • Implij al lostgerioù -ούης (gourel); -ούα (benel) ha -ούι(ν) (nepreizh) (diwar -ούδης/-ούδα/-ούδι(ν) betek diverket an delta (δ) etre div vogalenn) evit sevel stummoù-bihanaat (kv. brezhoneg "-ig") e lec'h -άκης/-ίτσα/-άκι implijet gant ar gresianeg unvan.
  • Ouzhpenn gerioù kiprezenek-rik e kaver ivez meur a amprest digant an turkeg, an italianeg, ar provañseg hag ar saozneg hag implijet e vez lavarennoù arabek evel i(n)shalla(h) ha mashalla(h) gant Kiprenezed gristen.
  • Implijet e vez c'hoazh gerioù kozh a gaver en henc'hresianeg chomet dizimplij e gresianeg unvan abaoe pell, d.s. συντυχάννω/λαλώ ("kaozeal; komz").

Kevreadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Implijout a reer ar verb ένι pe εν ("bezañ") e lec'h ar stumm unvan είναι. Talvezout a ra ivez εν da rannig-nac'hañ (kv. gresianeg unvan δεν) d.s. εν πειράζει = δεν πειράζει "ne vern ket" hag ivez da verb-stagañ, d.s. εν καλά = είναι καλά "mat eo; mont a ra mat".
  • Implijet e vez "έννα" evel rannig an amzer dazont kentoc'h evit ar rannig "θα" implijet e gresianeg unvan, deut o-daou diwar diverradur θέλει νά "fellout a ra ra ma"
  • Raganvioù gour
  kreñv gwan
Nom. Ak. Gen. Ak. Gen.
1añ gour Unan.
Lies.
εγιώ / εγιώνι / εγώνι
εμείς
εμένα(ν)
εμάς
με
μας
μου
μας
2l gour Sg.
Lies.
εσού / εσούνι
εσείς
εσένα(ν)
εσάς
σε
σας
σου
σας
3de gour Unan. g.
b.
n.
τούτος
τούτη(ν)
τούτο(ν)
τούτο(ν)/τούντο(ν)
τούτη(ν)/τούντη(ν)
τούτο(ν)/τούντο(ν)
τούτου/τούντου
τούτης/τούντης
τούτου/τούντου
το(ν)
τη(ν)
το
του
της
του
Lies. g.
b.
n.
τούτοι
τούτες
τούτα
τούτους/τούντους
τούτες/τούντες
τούτα/τούντα
τούτων/τούντων
τούτων/τούντων
τούτων/τούντων
τους
τες
τα
τους
τους
τους

Notenn: bremañ ec'h implijer εγιώ/εγιώνι ha εσού/εσούνι nebeutoc'h evit ar stummoù unvan εγώ hag εσύ. Τούντο a zo ur stumm diverraet diwar Τούτον το hag all hag gallout a reer implijout an daou stumm, d.s. Τούτον το πράμαν= τούντο πράμαν.

Ouzhpenn ar stumm ledan e ster τούτος ('eñ/hemañ') e c'heller implijout ar stumm τζείνος, -η, -ο ('henhont, hounhont'), savet diwar ar gresianeg unvan εκείνος.

  • Disheñvel eo urzh ar verb e-keñver ar raganv renadenn e kiprenezeg diouzh an urzh a gaver e gresianeg unvan, d.s. "Me lâret a reas / Lâret a reas din": Είπεν μου ('lâras me') e kiprenezeg e lec'h "μου είπε" ('me lâras') e gresianeg unvan

Doare-skrivañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alies e implijer an divc'hrafenn σι evit skrivañ ar son [ʃ] met n'heller ket hec'h implijout e dibenn ur ger pe dirak ur gensonenn rak disgaet e rankfe bezañ neuze [si] pe [sj] hervez reolennoù reizhskrivañ ar gresianeg, d.s. /paʃ/ "pennañ" < diwar an turkeg baş n'hall ket bezañ treuzskrivet *πάσι rak rankout a rafer lenn neuze *[pasi]. E lec'h ober gant al lizherenn c'hresianek ispisial χ̌ e reer muioc'h mui gant an divc'hrafenn saoznek sh, d.s. παsh.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Beaudouin, M. 1884: Étude du dialecte chypriote moderne et medieval [Study of the Modern and Medieval Cypriot Dialect] (Paris).
  • Horrocks, G. 1997: Greek: A History of the Language and its Speakers (London), ελλ. μτφ. υπό Μ. Σταύρου & Μ. Τζεβελέκου (Αθήνα 2006).
  • Thumb, A. 1909: Handbuch der griechischen Dialekte [Handbook of Greek Dialects] (Heidelberg).
  • Κοντοσόπουλος, Ν. 1994(2): Διάλεκτοι και Ιδιώματα της Νέας Ελληνικής [Dialects and Properties of Neo-Hellenic] (Αθήνα).
  • Μενάρδος, Σ. 1969: Γλωσσικαί Μελέται [Language Studies] (Λευκωσία).
  • Μηνάς, Κ. 1987: «Αφομοίωση του ερρίνου με τους άηχους κλειστούς φθόγγους στην ελληνική γλώσσα» [Assimilation of Nasal with Silent Closed Sounds in the Greek Language] ― Πρακτικά Β΄ Διεθνούς Κυπριολογικού Συνεδρίου, τόμ. 3, σελ. 253-283 (Λευκωσία).
  • Μηνάς, Κ. 2000: «Φωνητικά και ετυμολογικά τής Κυπριακής διαλέκτου» [Phonetics and Etymologies of the Cypriot Dialect] ― Νεοελληνική Διαλεκτολογία 3, σελ. 151-188
  • Newton, B. 1972: Cypriot Greek. Its phonology and inflexion (The Hague: Mouton).
  • Παντελίδης, Χ. 1929: Φωνητική των Νεοελληνικών Ιδιωμάτων Κύπρου, Δωδεκανήσου και Ικαρίας [Phonetics of Neo-Hellenic Dialects of Cyprus, Dodecanese, and Icaria] (Αθήνα).
  • Χατζηιωάννου, Κ. 1996: Ετυμολογικό Λεξικό τής Ομιλουμένης Κυπριακής Διαλέκτου [Etymological Dictionary of the Spoken Cypriot Dialect] (Λευκωσία).
  • Χατζηιωάννου, Κ. 1999: Γραμματική τής Ομιλουμένης Κυπριακής Διαλέκτου [Grammar of the Spoken Cypriot Dialect] (Λευκωσία).
  • Χριστοδούλου, Μ. 1970: "Περί των διαλεκτικών ζωνών εν τη νέα Ελληνική γλώσση και της θέσεως της κυπριακής διαλέκτου εν αυταίς" [The Position of the Cypriot Dialect within the Dialectical Zones of the Neo-Hellenic Language] - Επετηρίς Κέντρου Επιστημονικών Ερευνών Κύπρου, τόμ. 3, σελ. 119-138.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]