Friederike von Hessen-Darmstadt (1752–1782)
Friederike Caroline Luise von Hessen-Darmstadt (1752-1782 Hannover) a oa dugez Mecklenburg-Strelitz, mamm d'ar Rouanez Luise.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Friederike a oa merc'h da Georg Wilhelm von Hessen-Darmstadt (1722–1782) ha d'e bried Maria Luise Albertine zu Leiningen-Dagsburg-Falkenburg (1729–1818). He zad a oa mab da Ludwig VIII von Hessen-Darmstadt, ha d'ar gontez Maria Louise Albertine von Leiningen-Falkenburg-Dagsburg; he mamm a oa merc'h d'ar c'hont Christian Karl Reinhard von Leiningen-Dagsburg.
Dimeziñ a eure da 16 vloaz, e 1768, e kêr Darmstadt, da Karl II, Dug Mecklenburg-Strelitz (1741–1816), unnek vloaz koshoc'h egeti. Hennezh a oa gouarnour rouantelezh Hannover evit e vreur-kaer George III, a oa roue Bro-Saoz ha roue Hannover war un dro.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dek bugel he deus bet:
- Charlotte (1769-1818), priñsez Sachsen-Hildburghausen;
- Karoline Auguste (1771-1773)
- Georg Karl Friedrich (1772-1773)
- Therese ( 1773-1839), priñsez Thurn und Taxis
- Friedrich Georg Karl (1775- 1775)
- Luise von Mecklenburg-Strelitz (1776- 1810), rouanez Prusia,
- Friederike von Mecklenburg-Strelitz (1778- 1841), rouanez Hannover
- Georg (1779-1860), dug-meur Mecklenburg-Strelitz
- Friedrich Karl Ferdinand ( 1781-1783)
- Augusta Albertina (1782-1782)
Brudet e oa kened he feder merc'h, Charlotte, Therese, Luise, ha Friederike.
He marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a eure e Hannover, da 30 vloaz, goude ur gwilioud poanius ma varvas ar bugel.
He c'hoar Charlotte von Hessen-Darmstadt (1755–1785) a zimezas d'an intañv daou vloaz goude, e 1784, hag a varvas evelti da 30 vloaz, 2 vloaz goude, er gwentloù.
En 1794 e voe anvet he fried da zug Mecklenburg-Strelitz, evel Karl II, hag e 1815, e Kendalc'h Vienna, e voe anvet da zug-meur.
Poltredoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
He merc'h Charlotte
-
He merc'h Therese
-
He merc'h Luise
-
He merc'h Friederike