Mont d’an endalc’had

FR-F1

Eus Wikipedia
Fusil à Répétition Modèle F1
Skeudenn ar pennad FR-F1

Ur fuzuilh FR-F1 war he daoubez
Kinnig
Bro Bro-C'hall Bro-C'hall
Doare Fuzuilh-resisted
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Munisionoù 7,5 x 54 mm 1929C (stumm orin)
7,62 × 51 mm NATO
Produer Manufacture d'Armes de Saint-Étienne
Mare implij 1966 – fin ar bloavezhioù 1980
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 5,420 kg
Hirder 1.138 mm
Hirder ar c'hanol 552 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 800 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 852 m/s
Endalc'h Karger fiñv 10 kartouchenn
Adstummoù FR-F1 A, B ha C
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

An FR-F1 (evit Fusil à Répétition Modèle F1) a oa ar fuzuilh-resisted standart implijet en arme c'hall etre 1966 ha 1989. Ur fuzuilh tennata dre zorn eo, dezhi ur vorailh. Kambret e oa da gentañ e 7,5 × 54 mm 1929C.[1]

Istor ha mont en-dro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude an Eil Brezel-bed e veze implijet ar fuzuilh damaotomatek MAS 49 evel fuzuilh-resisted en arme c'hall, met ne oa ket savet an arm-mañ evit an implij-se da vat. E 1964 e c'houlennas an arme e vije savet ur fuzuilh a-ratozh-kaer. Ar Manufacture d'Armes de Saint-Étienne a c'houlennas alioù digant tennerien resisted an arme koulz ha digant tennerien sport an FFTir. E 1966 e voe kinniget pimpatromoù anvet FR-P hag e 1966 e voe dibabet ar fuzuilh gant an arme dindan e anv a-vremañ.

Ur fuzuilh-vorailh eo, dezhi ur c'hanol war-neuñv.[1] Un daoubez zo stag outi dindan he fust. Reoliek eo he draen. Kambret e oa da gentañ evit ar munision gall 7,5 × 54 mm C implijet e armoù ar vro abaoe 1930. Kambret e voe goude e 7,62 × 51 mm evit kordañ gant normoù AFNA. Kemeret eo bet he flas en arme c'hall gant an FR-F2 deveret anezhi adalek 1989.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, pp. 158-159
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan