Et in Arcadia ego
Et in Arcadia ego (kentañ doare) | |
Nicolas Poussin, 1628-1630 | |
eoullivadur war lien | |
101 × 82 cm | |
Chatsworth House | |
Derbyshire | |
Bro-Saoz | |
Et in Arcadia ego (eil doare) | |
Nicolas Poussin, 1637-1638 | |
eoullivadur war lien | |
85 × 121 cm | |
Louvre | |
Pariz | |
Bro-C'hall | |
Et in Arcadia ego zo ul lavar latin brudet gant meur a livadur, ha dreist-holl div daolenn diwar zorn al livour gall Nicolas Poussin (1863-1665), hag a zo anvet Les Bergers d'Arcadie e galleg.
En taolennoù-se e weler mesaerien eus an Henamzer, en-dro d'ur bez dister.
Div daolenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un daolenn zo e Bro-Saoz, e Chatsworth House, e Derbyshire. Eben, an hini vrudetañ, el Louvre, e Pariz, anvet Les Bergers d'Arcadie ivez, he deus levezon vras en istor an arz.
Ster
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur memento mori a vez graet eus al lavar-mañ, ha troet e vez evel-henn: « Betek en Arkadia ez eus ac'hanon » pe « en Arkadia ivez emaon », evel pa vije ar Marv o komz.
Hervez André Félibien, a skrivas buhez Poussin, e talveze: « an hini zo er bez-mañ en deus bevet en Arkadia », da lavarout eo en devoa tañvaet plijadurioù ar vuhez war an douar. Hogen an displegadenn gentañ eo a vez degemeret gant an darn vrasañ.
Taolenn Guercino
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un daolenn Et in Arcadia ego, diwar zorn Guercino e 1618,zo war ziskouez er palez Barberini e Roma.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Richard Verdi, "On the Critical Fortunes - And Misfortunes - Of Poussin's 'Arcadia'", The Burlington Magazine, Vol. 121, No. 911 (Feb., 1979), pp. 95-107.