Mont d’an endalc’had

Ergerzh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ergerzhadeg)
An ergerzher Kazimierz Nowak en Afrika

An ergerzh eo an obererezh klask pe beajiñ en un tachad dianav pe diaes da dizhout (war an douar, er mor, pe en egor) a-benn dizoleiñ titouroù, danvezioù pe madoù. Gallout a ra cheñch ar sell diwar-benn an ergerzh hervez an dud zo kaoz anezhe. Daoust ha gwelet e oa Kristol Goulm evel un ergerzher gant annezidi Amerika ar Su? Ha daoust ha graet e veze ergerzherien eus ar c'hentañ Afrikaned, Arabed pe Indianed a erruas en Europa gant hec'h annezidi?
En istor an denelezh ez eus bet hevelep ergerzhadegoù pe ergerzhadennoù abaoe an deroù hag en holl sevenadurioù. Peurliesañ e vez anv dreist-holl eus an ergerzhadegoù renet gant Europaiz e prantad an Dizoloadennoù bras, eus ar XVIvet betek ar XVIIvet kantved, hag a lakaas Europa da anavout ar peurrest eus ar bed, hag eus an ergerzhadegoù bras evit ergerzh skiantel ar bed. Kavout a reer ergerzherien e sevenadurioù hag e mareoù all avat.

Implijet e vez ivez ar ger ergerzh evit komz eus argadegoù kaset da benn a-enep pobloù pe strolladoù, pe broioù all hag a denn kentoc'h d'ar brezel, d'ar preizherezh, pe d'ur gest, evit d'an dizoloadennoù. Gallout a reer menegiñ e-touez an ergerzhadegoù anavezetañ c'hoarvezet en Henamzer : Ergerzhadeg an Argonaoted er vitologiezh c'hresian, Ergerzhadeg Aleksandr Veur en Henamzer, pe ergerzhadeg Mao en XXvet kantved. Anv a vo amañ da-heul eus an ergerzh er c'hentañ ster.

Sell berr war an ergerzhadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sellet ouzh roll an ergerzherien

Setu amañ un nebeud ergerzherien eus ar bed a-bezh

Etre 1550 ha 300 a-raok J.-K.

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ar Fenikianed (Etre 1550 ha 300 a-raok J.-K.), a rae koñvers er Mor Kreizdouar hag en Azia-Vihanañ, ha kalz eus o hentoù zo dianav c'hoazh hiziv an deiz. Sevel a rejont Kartada e norzh Afrika ha renerien ar geoded-se a gasas bigi en-dro da Afrika a-hervez. Bet e vijent bet betek Preden marteze zoken abalamour da gaout staen. Skiantourien a zo a soñj e vijent bet en Amerika ar Su zoken met n'eo ket prouet.

IVre kantved kent J.-K.

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Piteas (380 – war-dro 310 kent J.-K.) a oa un ergerzher gresian a oa ar c'hentañ a verdeas en-dro da Enez-Preden ha da ergerzhet aodoù Germania. Tizhout a reas ur vro anvet Thule, an inizi Shetland pe Island war a soñjer.

IIIde kantved kent J.-K.

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Xu Fu (ganet e 255 kent J.-K.) a oa ur sorser eus Sina a reas div veaj e morioù ar reter e 219 kent J.-K. hag e 210 kent J.-K.

Eil kantved kent J.-K.

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Vvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

VIIIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Dicuil a oa ur manac'h hag un douaroniour eus Iwerzhon en deus savet "De mensura Orbis terrae".
  • Ar venec'h a orin eus IWerzhon a oa o vevañ en Island en VIIIvet kantved, a-raok ar Vikinged.

Xvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ahmad ibn Fadlan a oa un ergerzher a orin eus ar vro zo anvet Irak hiziv.
  • Erik ruz (950–1003) a oa un ergerzher viking eus Norvegia. Goude bezañ bet harluet eus Island, ez eas da vevañ d'ar Greunland.
  • Leif Ericson (980–1020) a oa un ergerzher viking eus Island. Krediñ a reer e vefe ar c'hentañ den eus Europa a zouaras e Norzhamerika.

XIIIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XIVvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An dizoloadennoù bras

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Planisferenn Cantino, savet e 1502, eo taolennadur koshañ beajoù Kristol Goulm en inizi Amerika, eus Gaspar Corte-Real betek an Douar-Nevez, eus Pedro Álvares Cabral e Brazil hag eus Vasco da Gama en India.

Eus ar XVvet kantved betek an XVIIIvet kantved e voe amzer an "dizoloadennoù bras". Mont a reas Italianed, Portugaled, Gallaoued ha Spagnoled kaset gant ar Stadoù bras da zizoleiñ peurrest ar bed, Azia ar Gevred koulz hag Amerika (dizoloet gant Kristol Goulm da skouer). Savet e oa evel se darempredoù war-eeun gant Afrika, Azia, Okeania hag Amerika. Ur Breizhad eus Sant-Maloù, Jakez Karter a voe unan eus an ergerzherien kaset gant Fransez Iañ da welet ma c'hallje dizoleiñ un hent trema Azia pe pinvidigezhioù hag a zizoloas Kebeg.

An ergerzhadegoù goude amzer an dizoloadennoù bras

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kenderc'hel a reas an ergerzhadegoù renet gant an Europeaned goude an Dizoloadennoù bras. E deroù an XVIIIvet kantved e oa savet mat a-walc'h al listri hag ar verdeerien a oa barrek a-walc'h da vont da forzh peseurt lec'h war ar blanedenn war vor. Bro-Saoz ha Bro-C'hall a gasas moraerien, evel James Cook, Henry Hudson, Yves de Kerguélen, Louis de Saint-Allouarn ha Jean-François de La Pérouse da verdeiñ war an holl vorioù. Moraerien eus an Izelvroioù evel Willem Jansz hag Abel Tasman a ergerzhas aodoù Aostralia. Ergerzhadegoù renet gant Spagnoled ha loc'het diouzh ar Perou a ergerzhas Kreisteiz ar Meurvor Habask hag a zizoloas enezegoù evel ar Vanuatu hag an Inizi Pitcairn. Luis Vaez de Torres a savas kartennoù eus aodoù Ginea Nevez ha re eus an inizi Salomon, hag a zizoloas ar strizh-mor a zoug e anv. Savet e oa kartennoù eus aodoù kornôg ha norzh Aostralia, met ret e voe gortoz ar c'hantved goude da sevel hini ar reter. En XVIIIvet kantved James Cook a savas kartennoù eus ar pep brasañ eus Polinezia hag a veajas betek Alaska. E diwezh an XVIIIvet kantved e oa ergerzhet ar Meurvor Habask a-nevez, gant ergerzhadegoù spagnol betek norzh Kanada hag Alaska, hag Europaiz an Norzh a ergerzhas toleadoù dianav en aod kornôg Norzhamerika.

Tizhet e oa kreiz Amerika e-kreiz ar XVIvet kantved, daoust ma chomas tachadoù dianav betek an XVIIIvet hag an XIXvet kantved. Diabarzh Aostralia hag Afrika avat ne oant ket ergerzhet gant Europaiz kent kreiz pe diwezh an XIXvet pe deroù an XXvet kantved. Dleet eo d'an dister ma oa ar c'henwerzh a c'halled ober eno ha da gudennoù bras abalamour da gleñvedoù trovanel pegus.

En XIXvet kantved a talc'has an ergerzherien da veajiñ e-kreiz ar c'hevandirioù (en Afrika dreist-holl). En XXvet kantved e voe tizhet ar pennoù-ahel (Roald Amundsen, Robert Peary), kreiz Azia (Sven Heding) hag an egor adalek 1961 goude an nijadenn gentañ er spas graet gant ar Rusian Youri Gagarin en anv an URSS.

Ergerzhioù a bep seurt

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Ergerzh er
wikeriadur, ar geriadur frank.