Eremburga Maine
Neuz
Ur pennad Eremburga zo ivez.
Eremburga Maine pe Erembourg, Eremburge, Aremburge (1096- 1126) a voe kontez Maine hag itron Château-du-Loir adal 1110 betek he marv. Merc'h e oa da Élie Iañ La Flèche, kont Maine, ha Mathilde Château du Loir.
Eured ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Gouhere 1110 e timezas da Foulk V, kont Anjev ha Teurgn.
Pevar bugel he doe :
- Matilda Anjev († 1154), a oa anvet Alice (Isabelle) d'Anjou da gentañ ;
- dimezet en 1119 da William Adelin († 1120), mab pennhêr Herri Iañ Bro-Saoz ;
- Jafrez V le Bel pe Plantagenêt († 1151), kont Anjou, Teurgn, Maine ha dug Normandi ;
- Élie II († 1151), kont Maine ;
- Sibylle Anjev († 1165), dimezet en 1123 da Guillaume Cliton.
Goude he marv e 1126 (d'ar 15 a viz Genver pe d'an 12 a viz Here) e roas Foulk e zouaroù d'o mab Jafrez, ha kuit ez eas d'an Douar Santel, ma timezas da Melisenda, rouanez Jeruzalem, ma teuas da vout roue Jeruzalem.
Eremburga el lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meneget eo gant François Villon er varzhoneg Ballade des dames du temps jadis er frazenn : Aremburgis qui tint le Maine.[1]
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ François Villon, « Le Testament », Œuvres, Garnier, 1962, p. 32 ; Aremburgis (pe Haremburgis) eo furm latin Eremburga, un anv meneget ivez er Gesta pontificum cenomanensium: André Mary, in François Villon, op. cit., p. 228.