Mont d’an endalc’had

Enez ar Be Vihan

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn inizi Breizh ha kêr Sant-Maloù ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Enez ar Be Vihan
Kreñvlec'h ar Be Vihan
Kreñvlec'h ar Be Vihan
Anv gallek Île du Petit Bé
Le petit Bé (pe Bey)
Geografiezh
Lec'hiadur Pleg-mor Sant-Maloù (Mor Breizh)
Daveennoù lec'hiañ 48° 39′ 09″ N, 2° 02′ 18″ K
Gorread 0,58 ha
Geologiezh Enez kevandirel
Melestradurezh
Bro Breizh
Bro hengounel Bro-Sant-Maloù
Departamant Il-ha-Gwilen Il-ha-Gwilen
Kumunioù Sant-Maloù
Poblañs
Poblañs 0 ann.
Titouroù all
Gwerzhid-eur UTC 01:00

Enez ar Be Vihan[1] (Île du Petit Bé e galleg) zo un enezenn e-tro 200 metr er-maez da Enez ar Be Vras hag ur c'hilometr bennak diouzh ramparzhioù Sant-Maloù. Emañ e kumun Sant-Maloù, en Il-ha-Gwilen hag e Bro-Sant-Maloù, e biz Breizh.

Ur c'hreñvlec'h a oa bet savet warni er XVIIvet kantved e-touez kreñvlec'hioù all evit difenn ar gêr ouzh argadennoù saoz hag hollandat. Savet eo bet gant an ijinour malaouat Siméon Garangeau. An arme c'hall a oa perc'henn war an enezenn betek 1885 pa voe roet da gêr Sant-Maloù. Rummet eo e-touez monumantoù istorel Frañs abaoe an 29 a viz Here 1921[2], met dilezet e oa betek 2000 pa voe renevezet ha digoret d'an douristed. Moaien zo da vont di war droad pa vez izel ar mor.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. "Enez ar Be Vihan" hervez KerOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)
  2. "Fort du Petit Bé" pennad niv. PA00090811 en diazad Mérimée, ministrerezh ar sevenadur gall.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.