Enez Southampton
Neuz
Enez Southampton (Shugliaq en inuktitut) zo un enezenn vras e Kanada. Emañ e digor bae Hudson, e tiriad Nunavut.
He gorread a dap 41 214 km², ar pezh a ra anezhi 9vet enezenn vrasañ Kanada, hag ar 34vet enezenn vrasañ er bed. Al lec'h nemetañ gant annezidi eo Coral Harbour (Salliq en inuktitut), gant 1035 a dud e 2021, e kreisteiz an enezenn.
Ar wech kentañ da dud eus Europa dont da enez Southampton a voe e 1613 pa erruas an ergerzher [[kembre]at Thomas Button.