Mont d’an endalc’had

Enez Rodos

Eus Wikipedia
Enez Ródos
Ρόδος

Gweledva e Su Enez Ródos

36° 10' 00" N – 28° 00' 00" R

Douaroniezh
Riez Gres Gres
Rannvro Egea ar Su
Distrig Ródos

Gorread 1 401 km²
Pennlein Menez Attávuros
(1 216 m)
Poblañs 115 490 (2011)
Stankter 83

Rann-eur

• Hañv

UTC 2

UTC 3


Kodoù post 85x xx

Internet www.rhodes.gr

Enez Rodos pe Rodez (Ρόδος Ródos e gresianeg, Rodos ivez e turkeg) zo un enezenn C'hresian e Mor Egea.

Emañ e gevred Dodekanesa, lec'hiet 17,7 km a-vaez da Durkia, etre Gres ha Kiprenez.
E 2011 e konted 115 490 a dud o chom enni.

Pennad pennañ : Ródos

Ródos eo ivez anv kêr vrasañ ha kêr-benn an enezenn, enni 49 541 a dud o chom.

Adalek Oadvezh ar Maen e oa tud en enez.
E 322 kent Jezuz-Krist e voe staget Rodez ouzh impalaeriezh Aleksandr Veur. War-lerc'h e varv e chomas darempredoù stank etre Rodos ha rouantelezh ar Btolemeed a oa o ren en Egipt.

E 164 kent Jezuz-Krist e voe sinet un emglev gant kêr Roma.

Er I kantved e teuas an abostol Paol da brezeg an aviel di.

Etre 1307 ha 1522 e oa diaezet Urzh Malta en enezenn. Gant soudarded an urzh e voe aloubet an enezenn etre 1307 ha 1310. Pezhioù mogerioù a weler hiriv c'hoazh a voe savet en-dro da gêr.

E goueled kêr emañ ar c'hollachion, m'edo palez mestr-meur an Urzh, hag an tier-herberc'h ma veze annezet soudarded an urzh a deue eus Europa ar C'hornaoueg da stourm a-enep Muzulmaned Palestina.

Seziz a voe laket war gêr Rodez e 1480, hogen ne voe ket aloubet gant Turked Soleiman a-raok 1522, war-lerc'h ur seziz a bemp mizvezh.

E 1912 eo Italia a lakaas he c'hrabanoù war an enezenn a oa e dalc'h an Durked. Abaoe 1948 emañ e Gres.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.