Mont d’an endalc’had

Emgann Soissons (486)

Eus Wikipedia
Emgann Soisssons

Hlodwig I, roue ar Franked
Maread 486
Lec'h Soissons, Bro-C'hall
Disoc'h trec'h ar Franked
Emgannerien
FrankedRomaned
Pennoù-brezel
Hlodwig Iañ a Vro-C'hallSyagrius
Niver a emgannerien
DianavDianav
Kolloù
DianavDianav

Emgann Soissons a enebas Hlodwig ouzh Syagrius, ur penn roman a zalc'he an tachennoù etre ar Somme hag al Liger. "Rouantelezh" Syagrius a voe an hevelep ment hag hini Hlodwig met ne gontrolle ket mat anezhi. Ur penn-brezel brezhon a zalc'he rannvro Bleaz hag e kalz kêrioù e oa an aotrounegiezh nemeti hini an eskob.

N'anavezer Emgann Soissons nemet dre ar pezh a lavar Gregor a Deurgn diwar e benn ha dianav eo ment an daou lu. Lu Hlodwig a oa kenaozet eus soudarded meuriadel. Gant ur goaf hag ur fransisk e voent armet ha ne zougent harnez ebet. Gant an uhelidi ne oa ket tokarnoù, war a seblant. Marc'hegezh ebet ne oa e-barzh al lu.

Lu Syagrius a endalc'he ar pezh a chome eus an arme roma e Galia hag un darn vras anezhañ a oa germanek e orin. Gwirheñvel eo e oa un nebeud marc'hegourien ennañ met diaes eo da lârout muioc'h diwar e benn.

Livadur ebet eus an emgann hon eus. Gregor a Deurgn a lavar e c'hoarvezas en ul lec'h rakdivizet gant an daou enebour, hervez ar c'hustum germanek met skrivañ a rae ouzhpenn ur c'hantved bennak goude an darvoudoù. An dra nemetañ a c'heller bezañ sur anezhañ eo e voe trec'het Syagrius. Hlodwig a berc'hennas e riez met ret e voe dezhañ stourm ouzh ar Vrezhoned. A-benn da gemer Bleaz e teuas met dleout a reas sinañ ur feur-skrid gant an "Arvorigiz". N'eur ket sur piv e voent an Arvorigiz-se avat. Fleuriot a gred e oant Brezhoned met posupl eo e oant tud keodedoù galian-ha-roman Maen hag Anjev.

Rouantelezh Soissons