Mont d’an endalc’had

Ellen Johnson-Sirleaf

Eus Wikipedia
Ellen Johnson-Sirleaf
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhLiberia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denEllen Johnson-Sirleaf Kemmañ
Anv-bihanEllen Kemmañ
Anv-familhJohnson, Sirleaf Kemmañ
Deiziad ganedigezh29 Her 1938 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMonrovia Kemmañ
Priedtalvoud dianav Kemmañ
KarRetta Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherpolitiker, ekonomour, embreger, skrivagner Kemmañ
ImplijerBank-bed, Citibank, HSBC, United Nations Development Programme, Open Society Initiative for West Africa Kemmañ
KargPresident of Liberia, Finance Minister of Liberia Kemmañ
Lec'h annezWashington D.C., Nairobi, Monrovia Kemmañ
Affiliation stringCouncil of State of Liberia Kemmañ
Strollad politikelUnity Party, True Whig Party Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet2011 Liberian presidential election Kemmañ
RelijionMethodism Kemmañ
Liv an daoulagaddu Kemmañ
Liv ar blevblev du Kemmañ
Perzhiad eWorld Economic Forum Annual Meeting 2014 Kemmañ
DiazezerTruth and Reconciliation Commission Kemmañ
Ezel eusAlpha Kappa Alpha, The Links Kemmañ
Ellen Johnson-Sirleaf

D’an 29 a viz Here 1938 e oa bet ganet Ellen Johnson Sirleaf. Prezidantez Liberia hag ar vaouez kentañ aet da benn ur vro en Afrika eo.

E penn Strollad an Unaniezh eo bet hag aet eo da brezidantez goude dilennadegoù dieub ha reizh e 2005.

Priz Nobel ar Peoc'h 2011 a ya ganti e 2011, a-gevret gant ul Liberianez all, Leymah Gbowee hag ur Yemenadez Tawakkul Karman.

E miz Du 2011 eo bet addilennet da brezidantez Liberia gant ouzhpenn 90% eus ar mouezhioù dre ma oa bet boikotet an dilennadeg gant hec'h eneber Winston Tubman.

Un ekonomikourez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Harvard he deus kaset he studioù ha kroget e oa da gemer kargoù e gouarnamant ar vro e 1970 pa yeas da Vinistrez an Arc’hant dindan Prezidant William Tolbert. E 1985 e klaskas mont da senedourez met a-enep riez ar soudarded e savas hag da chom 10 vloaz en toull-bac’h e voe kondaonet. Dieubet buan e voe avat ha d’an harlu ez eas betek 1997. E-keit-se e labouras evit Bank ar Bed hag ar Citibank en Afrika.

Ar brezel diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Harpañ a reas emsavadeg Charles Taylor a-enep ar Jeneral Samuel Doe. Koulskoude e tistagas diouzh Taylor hag ez eas war ar renk a-enepetañ zoken da vare dilennadegoù 1997. Un 10% eus an dud a votas eviti hepken pa yeas 75% eus ar mouezhioù gant Taylor. Stourm a reas evit ma’z afe Taylor kuit avat hag ur roll pouezus a voe ganti e gouarnamant an tremen evit prientiñ an dilennadegoù dieub kentañ. Pa’z eas Taylor kuit e 2003 e tistroas-hi da benn he strollad.

Dilennadeg 2005

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D’an dro gentañ ez eas 175,520 mouezh ganti. Rak se ez eas gant an eil dro d’an 8 a viz Du da geveziñ ouzh George Weah, bet c’hoarier mell-droad a-vicher. D’an 11 a viz Du e voe lavaret gant Bodad Broadel an Dilennadegoù e oa aet ar maout ganti pa oa tost 60% eus ar mouezhioù war he anv. Addilennet eo bet e 2011.

Mrs Johnson Sirleaf zo 4 mab ha 6 bugel-bihan dezhi. « Ar vamm-gozh » e oa bet he lesanv e-pad ar c’houlzad-dilenn.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.