Ele
Neuz
Ele
| |
---|---|
An Ele e Roc'hell an Diaoul | |
Statud | stêr |
Hirder | 60 km |
Uhelder an eienenn | 225 m |
Kas keitat | 9,28 m³/s |
Gorread an diazad | 608 km² |
Bro(ioù) douret | Aodoù-an-Arvor, Mor-Bihan ha Penn-ar-Bed |
Diazad stêrioù |
? |
En em daol e | Laeta e Kemperle |
Ledander er genoù | |
Andon | Kenkiz-en-Lez e Groñvel |
Adstêrioù | ? |
An Ele zo ur stêr eus Breizh, e Kerne. Eieniñ a ra e Groñvel. Mont a ra alese war-zu ar c'hreisteiz betek Kemperle, ma'z eo savet anv kêr diwar anv ar stêr (kemper Ele). E Kemperle e kej gant an Izol d'ober "Stêr Gemperle" pe Laeta. A-hed e red e ra an Ele an harz etre Bro-Gernev ha Bro-Wened.
Anv ar stêr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tennañ a ra anv ar stêr Ele da hini ar stêr Elai e Kembre(Daveoù a vank). E latin e oa Elegium, anv merket e karta abati Kemperle.
A-raok an Dispac'h gall e oa Ele anv ar stêr betek ar mor(Daveoù a vank). Abaoe deroù an XIXvet kantved e vez laret Laita adalek ar c'hember gant an Izol, met n'ouzer ket a belec'h e teu an anv(Daveoù a vank).
Kumunioù douret
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Groñvel (andon),
- Plourae,
- Langoned,
- Prizieg,
- Ar Faoued,
- Lannejenn,
- Mêlann,
- Kerien,
- Lokunole,
- Gwelegouarc'h,
- An Arzhanaou,
- Tremeven,
- Redene,
- Kemperle (kember).