Eil Brezel-bed
Raklec'hiet gant | Brezel-bed kentañ, interwar period |
---|---|
Heuliet gant | aftermath of World War II, Trente Glorieuses, Brezel Yen, Trede Brezel Bed |
Deiziad | 2 Gwe 1945 |
Deiziad kregiñ | 1 Gwe 1939 |
Deiziad echuiñ | 2 Gwe 1945 |
Prantad | newest history, late modern period |
Abeg kentizh | Secret Additional Protocol to the Molotov–Ribbentrop Pact |
Deskrivet en URL | https://stadtlexikon.karlsruhe.de/index.php/De:Lexikon:ereig-0074 |
Istor | timeline of World War II, diplomatic history of World War II |
Tikedenn Stack Exchange | https://history.stackexchange.com/tags/world-war-two |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of World War II |
Kerzh an Eil Brezel-bed en Europa |
An Eil Brezel-bed a voe ur brezel a badas etre miz Gwengolo 1939 ha miz Gwengolo 1945 er bed a-bezh. Degaset eo bet gant an emglevioù kamm sinet da-heul ar Brezel-bed kentañ ha gant ar c'hoant ledanaat ha bezañ mistri war o dachennoù-levezon a oa gant broadoù pennañ an Ahel (Alamagn an Nazied, Italia ar Faskourien hag Impalaerezh Japan). Kroget eo d'an 3 a viz Gwengolo 1939 diwar brezelioù lec'hel kent : brezel Spagn adalek an 18 a viz Gouere 1936, ar brezel etre Japan ha Sina d'ar 7 a viz Gouere 1937 hag aloubadeg Polonia gant Alamagn hag URSS (adalek ar 1añ a viz Gwengolo 1939). En un doare ofisiel e krog gant ar brezel ar Frañs hag ar Rouantelezh-Unanet d'an 3 a viz Gwengolo 1939, an URSS e miz Even 1941, abalamour d'an dagadenn alaman, hag ar Stadoù-Unanet d'ar 7 a viz Kerzu 1941, da-heul Pearl Harbor. Lodenn vrasañ broioù ar Bed a zo bet tapet doare pe zoare er brezel-se hag emgannoù a zo bet war bep kevandir. Diwar neuze e stourmas mui pe vui daou du an eil a-enep d'egile : ar gevredidi hag an Ahel. Lakaet e voe un termen d'ar brezel en Europa d'an 8 a viz Mae 1945 goude kodianadur hep diviz an IIIde Reich, hag er bed a-bezh gant kodianadur hep diviz Impalaeriezh Bro-Japan, bro ziwezhañ an Ahel o vrezeliñ, d'an 2 a viz Gwengolo 1945. Brezel brasañ Mad-den eo bet. Tro 100 million a soudarded eus 61 vro o deus stourmet war un 22 vilion kilometrad karrez bennak. 62 villion a dud a zo bet lazhet, siviled al lodenn vrasañ anezho. Estreget ur brezel etre broioù e voe un emgann etre ideologiezhioù ivez, ha setu perak e kenlabouras tud zo gant an enebourien er broioù aloubet pe, er c'hontrol, e voe strolladoù o vont a-enep pennoù-meur o bro e-giz en Alamagn, da skouer. Ur Brezel hollek e voe : kemer a reas perzh ennañ ar soudarded koulz hag ar siviled ha lakaat a reas ar broioù a bep tu da implijout ar muiañ ma c'helljont o nerzhioù armerzhel, politikel, speredel hag o danvez madoù. Biskoazh n'eo bet jedet en un doare resis ar sammad distrujoù bet degaset gant an Eil Brezel-Bed met a-dra-sur ez a en tu all da zistrujoù an holl vrezelioù renet gant Mad-den abaoe ma'z eus anezhañ. Efedoù spontus en deus degaset e speredoù ar poblañsoù ken feuls e voe ar mare-se. Torfedoù-brezel a voe a bep tu, hag int liammet ouzh ur feulster a-berzh an armeoù hag ar polisoù ha ne oa ket bet gwelet biskoazh betek-henn. Diwar youl an Nazied e Alamagn hag hini Impalaeriezh Japan dreist-holl e voe ivez graet torfedoù euzhus a-vil-vern a-enep pobloù a-bezh, ha muntret un niver brasoc'h a dud eget e-pad lazhadegoù kent. Da-geñver an torfedoù-se e oa bet lazhadeget tud gant an Einsatzgruppen, deportet tud e kampoù-bac'h da skouer, kampoù labour ha kampoù ar marv, enno kambreier gaz savet gant an Nazied a-benn lazhañ poblañsoù a-bezh (Yuzevien, Slaved, Tziganed) pe c'hoazh rummadoù tud resis (heñvelrevidi, Testoù Jehovah, tud nammet, ha kement zo). En Azia ivez, ar renad japanat Shōwa a lakaas 10 million a Sinaiz da labourat evit ar c'hKōa-in er Manchukuo, 200 000 plac'h eus Korea hag ar Reter-pellañ a voe kaset da « frealziñ » ar soudarded ha muntroù siviled a-vil-vern a c'hoarvezas e meur a lec'h, evel e Sina e-pad Lazhadeg Nanjing da skouer. Gant an Nazied e voe ivez muntret ingal an holl re a yae a-enep d'o folitikerezh e mod pe vod hag respontet e voe d'an tagadennoù a-enep an arme alaman oc'h heskinañ ar siviled. An unanenn japanat 731 ha medisined nazi evel an SS Josef Mengele a arnodas ivez gant Mad-den en un doare euzhus. Bombezadegoù bras a-enep d'ar poblañsoù a c'hoarvezas, gant an Ahel da gentañ (Coventry e Bro-Saoz, Rotterdam en Izelvroioù ; Shanghai, Guangzhou ha Chongqing en Azia) ha gant ar Gevredidi war-lerc'h (Dresden hag Hamburg en Alamagn, Tokyo gant napalm). Evit ar wezh kentañ e voe implijet ar vombezenn atomek a-enep d'ur vro : div vombezenn A kaset gant ar Stadoù-Unanet war siviled o deus tarzhet, an hini gentañ tri devezh war-lerc'h eben, e Hiroshima hag e Nagasaki (Japan). An Eil Brezel-Bed a reas eus ar Stadoù-Unanet hag eus URSS, ar broioù brasañ a oa bet trec'h en emgann-se, riezoù dreist o galloudoù ha lakaet da vistri war ar bed e-pad ar 40 vloaz war-lerc'h. Gwanaet e voe ivez impalaerezhioù Europa ha kregiñ a reas ar prantad didrevadenniñ en Azia, en Afrika hag er broioù arab betek ar bloavezhioù 60. Ar brezel bras diwezhañ-se, pa echuas, a lakaas da ziwan ur mare adsavadur ha berzh ekonomikel ha tamm-ha-tamm ur raktres unaniezh politikel peoc'hel.
Deiziadoù kregiñ ha fin ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Eil Brezel-bed a grog en Europa d'ar 1añ a viz Gwengolo 1939 pa voe aloubet Polonia gant Alamagn ha pa voe disklêriet ar brezel gant Rouantelezh-Unanet d'an 3 a viz Gwengolo 1939. An deiziadoù evit penn-kentañ ar brezel war Talbenn ar Meurvor Habask a gemer deiziad penn-kentañ an Eil Brezel etre Sina ha Japan d'ar 7 a viz Gouhere 1937, pe a-raok c'hoazh Aloubadeg Manchouria gant Japan, d'an 19 a viz Gwengolo 1931. Reoù all a heuliañ an istorour Saoz A. J. P. Taylor, a wel eo krog ar brezel etre Japan ha Sina, en Europa hag en travadennoù europat war ar memes-tro, hag eo deuet da vezañ an Eil Brezel-bed nemet e 1941. Lod istorourien all a lak evel deiziadoù kregiñ an Eil Brezel-bed gant aloubadeg Etiopia gant Italia d'an 3 a viz Here 1935. An istorour Saoz Antony Beevor a laka penn-kentañ an Eil Brezel-bed gant Emgannoù Khalkhin Gol stourmet etre nerzhioù lu Impalaeriezh Japan ha nerzhioù lu URSS e Mongolia etre Mae ha Gwengolo 1939. Lod all c'hoazh a ginnig Brezel diabarzh Spagn evel rakmare d'an Eil Brezel-bed.
Deiziad resis fin an Eil Brezel-bed n'eo ket ar memes e pep lec'h dre ar bed. Er mare e oa bet degemeret hini an arsav-brezel d'ar 15 a viz Eost 1945 (V-J Day), muioc'h evit devezh kodianañ ofisiel Impaleriezh Japan d'an 2 a viz Gwengolo 1945, hag a oa bet termen ofisiel d'ar brezel en Azia. Ret e oa bet gortoz 1951 evit gwelet ar skrid-emglev peoc'h etre Japan hag ar Gevredidi. E 1990 e oa bet ur skrid-emglev war dazont Alamagn a aotree adunvaniñ ar vro etre Alamagn Reter hag Alamagn Kornôg da vezañ diskoulm eus unan eus ar c'hudennoù a oa chomet abaoe fin ar brezel-bed. Biken ne oa bet eus ur skrid-emglev peoc'h ofisiel etre Impalaeriezh Japan hag an Unvaniezh Soviedel, memes ma oa bet echuet gant ar stad a vrezel etrezo abaoe an disklêriadur boutin Soviedel-Japanat eus 1956, ar pezh en doa roet tu adsevel liammoù diplomatek leun etrezeo.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kenaroud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude ar C'hentañ Brezel-bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fin ar C'hentañ Brezel-bed a zo bet unan o tegas kemmoù bras da gartenn politikel Europa. Trec'het e oa bet an Nerzhioù Kreiz —gant Aostria-Hungaria, Impalaeriezh Alamagn, Bulgaria, hag an Impalaeriezh otoman — hag ar Reveulzi Bolchevik e 1917 o kemmañ ar galloud e Rusia, gant krouidigezh an Unvaniezh soviedel. Ar vroioù trec'h, Kevredidi ar C'hentañ Brezel-bed, evel ar Frañs, Belgia, Italia, Roumani ha Bro-C'hres, a oa bet o ledanaat o zachenn. Broioù nevez a oa bet krouet goude dispenn an Impaleriezhoù Austro-Hungarian, Otoman, ha Rusian.
Tud pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adolf Hitler • Joachim von Ribbentrop • Joseph Goebbels • Hermann Göring • Heinrich Himmler • Erwin Rommel • Wilhelm Keitel • Hasso Von Manteuffel • Erich Von Manstein • Otto Skorzeny • Karl Dönitz • Heinz Guderian • Alfred Jodl • Paul Ewald Von Kleist • Albert Kesselring • Walter Von Brauchitz • Franz Halder • Paul Hausser • Hermann Hoth • Hans Günther Von Kluge • Walter Model • Franz Von Papen • Friedrich Paulus • Gert Von Rundstedt
Edward Rydz-Śmigły • Władysław Sikorski
Benito Mussolini • Pietro Badoglio • Galeazzo Ciano di Cortelazzo • Angelo Iachino • Junio Valerio Borghese
Jozef Stalin • Viatcheslav Molotov • Kliment Vorochilov • Gueorgui Joukov • Ivan Koniev • Rodion Malinovski • Kirill Meretskov
Franklin Delano Roosevelt • Dwight D. Eisenhower • George Patton • Omar Bradley • William Halsey • Thomas Cassin Kinkaid • Douglas MacArthur • George Marshall • Troy Middleton • Chester Nimitz
Winston Churchill • Bernard Montgomery • Louis Mountbatten • Sir Harold Alexander • Sir Claude Auchinleck • Sir Alan Cunningham • Sir Andrew Cunningham • Sir Arthur Harris • Frank Messervy
Leopold III (Belgia) • Hubert Pierlot • Julien Lahaut
Philippe Pétain • Charles de Gaulle • Pierre Laval • Jean Moulin • Alphonse Juin • Philippe Leclerc • Charles Huntziger • Henri Giraud • Marie-Pierre Kœnig • Jean de Lattre de Tassigny • Charles Mast • Joseph de Goislard de Monsabert • Charles Noges
Lin Biao • Mao Zedong • Zhou Enlai
Pêr II eus Yougoslavia • Draja Mihailovitch
Renya Mutaguchi • Shoji Nishimura • Jisaburo Ozawa • Sakurai • Saburo Sakai • Taikaishi Sakai • Keiji Shibasaki • Kenji Doihara • Hirohito • Heitaro Kimura • Iwane Matsui • AkiraMuto • Kenryo Sato • Yoshijiro Umezu • Takasumi Oka • Kingoro Hashimoto • Yasuhito Chichibu • Nobuhito Takamatsu • Tsuneyoshi Takeda • Shiro Ishii • Koki Hirota • Hideki Tojo • Kuniaki Koiso • Yoshijiro Umezu • Toshio Shiratori • Shigenori Togo • Kanji Ishiwara • Mitsumasa Yonai • Isoroku Yamamoto
Tudennoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E Breizh
Olier Mordrel • Frañsez Debauvais
- Politikourien pe vrezelourien
Albert Speer • Rudolf Höss • Reinhard Heydrich
- Skrivagnerien
Anne Frank • Primo Levi • Hannah Arendt
Lec'hioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Auschwitz • Dukark • El Alamein • Hiroshima • Katyn • Monte Cassino • Nagasaki • Pearl Harbor • Stalingrad
Emgannoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Koulzad brezel Polonia (1939) • Emgann Norvegia • Emgann Bro-C'hallEmgann Frañs • Emgann Abbeville • Emgann Dukark • Emgann Bro-Saoz • Emgann Kreta • Oberiadur-brezel BarbarossaTaol Barbarossa • Seziz Leningrad • Emgann Stalingrad • Emgann Koursk • Emgann Bir Hakeim • Dilestradeg Dieppe • Emgann Guadalcanal • Dilestradeg Norzh Afrika • Putsch an 8 a viz Du 1942 • Taol Torch • Emgann El Alamein • Dilestradeg Sikilia. 1943-1945 • Taol Shingle • Dilestradeg Normandi • Taol Market Garden • Dilestradeg Provañs (Taol Anvil Dragoon) • Emgann Authion • Emgann Monte Cassino • Dieubidigezh Belgia hag an Izelvroioù. 1944-1945 • Emgann an Ardenned (pe Battle of the Bulge) • Emgann Hurtgen Forest • Emgann Berlin • Emgann Leyte • Emgann Peleliu • Emgann Saipan (1944) • Emgann Iwo Jima • Emgann Okinawa • Emgann Taierzhuang • Emgann Wuhan • Emgann Changsha
- Emgannoù war vor
Emgann Mers el Kebir • Emgann Rio de la Plata • Emgann kentañ Narvik • Eil emgann Narvik • Emgann an Atlantik (1940) • Emgann Beg Matapan • Arsailh war Pearl Harbor • Emgann Mor Koural • Emgann Midway • Emgann Guadalcanal • Emgann plegmor Leyte
- Bombezadegoù pennañ
Hamburg • Taol Gomorrah • Berlin • Dresden • Ruhrgebiet • Köln • Baedeker • Londrez (Blitz ha bombezadegoù V1 (fuc'hell)V1 ha V2) • Chongqing • Shangai • Bombezadeg Hiroshima • Bombezadeg Nagasaki • Tōkyō • Varsovia • Rotterdam • Coventry
- Kêrioù Breizh : Brest • an Oriant • Naoned • Roazhon • Sant-Maloù • Sant-Nazer.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- KOSTIOU Jeremi, 1940, dalc'homp soñj !, e-barzh Ya !, niv. 414, miz Mae 2013, p. 10.
- KOSTIOU Jeremi, Mirdi ar rezistañs en arvar, e-barzh Ya !, niv. 424, miz Gouere 2013.
- KOSTIOU Jeremi, Témoignages inédits de la Seconde Guerre mondiale à l’Île-de-Batz, e-barzh Les Cahiers de l’Iroise, 2018, niv. 229, pp. 39–58.
Abadennoù skingomz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]KREKER Tudi, Ul lid e bered soudarded alaman Lesneven, Keleier noz, France Bleu Breizh Izel, 10 a viz Du 2016.
UGUEN Katell, E koun an 18 a viz Even 1940, France Bleu Breizh Izel, 18 a viz Even 2020.
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- HIRRIEN Ronan, Hañvezh 44, va dever koun, France 3 Bretagne, 2014, teulfilm 26 munud.
- HIRRIEN Ronan, N’eo ket echu ar fest ganimp, France 3 Bretagne, 2016, teulfilm 26 munud.
- LACAZE Olivier, Les villes sous l’Occupation: Brest, RMC Découverte, 2018, teulfilm 75 munud.
Dielloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) L'Ouest en mémoire (INA) - Un diell graet gant gouarnamant Vichy diwar-benn sikour an Alamaned evit adsevel Frañs.
- (fr) L'Ouest en mémoire (INA) - Frañch-Lois Le Berre a gont penaos e oa er c'hampoù-bac'h.