Mont d’an endalc’had

Ebeul

Eus Wikipedia
Ur gazeg gant hec'h ebeul o tenañ.
Un ebeul Shetland nevez-c'hanet.
Un ebeul Przewalski nevez-c'hanet (daou zeiz)
Ezhomm o devez an ebeulien da ziskuizhañ muioc'h hag aliesoc'h eget ar c'hezeg bras.

Un ebeul (ebeulien el liester), pe un ebeulez (ebeulezed), a vez graet eus hini bihan ar gazeg.

  • Betek 6 miz e vez graet eal anezhañ a-wechoù, hag ivez bouch, pokiol ha chemp(ig).
  • Ebeul-gourbloaz a vez graet anezhañ war-lerc'h 12 miz (yearling e saozneg).

Douget e vez an ebeul gant e vamm e-pad 11 miz. Buan e vez ganet an ebeulien, aliesoc'h diouzh an noz. Gallout a ra an ebeul chom en e sav un eur war-lerc'h ma vez ganet, trotal a-benn un nebeud eurvezhioù, ha galoupat a-benn un devezh. Hir eo e bavioù, ha ne greskont ket kalz : 90% eus o ment o devez pa vez ganet an ebeul.

Un ebeul a vez gwelet war ar pakadoù ha boestadoù chokolad Poulain, krouet en 1848 gant Victor Auguste Poulain e Blois, e Bro-C'hall.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Lyons, John and Jennifer J. Denison. Bringing Up Baby. Primedia Enthusiast Publications, 2002. ISBN 1-929164-12-2. Doareoù da c'hourdonañ ur gazeg, adalek an deizioù kentañ betek an oad d'e varc'hekaat.
  • Miller, Robert M. Imprint Training of the Newborn Foal. Western Horseman Books, 2003. ISBN 1-58574-666-5 Displeget ennañ pegen a-bouez eo gourdonañ un ebeul abred.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.