Mont d’an endalc’had

Dolly Pentreath

Eus Wikipedia
Dolly Pentreath (1781)

Dolly Pentreath (c. 1692-1777) a oa ur varc'hadourez pesked er XVIIIvet kantved, kontet da vezañ bet ar gerneveuregerez diwezhañ. Deuet eo da vout ur skeudenn eus ar yezh e Kernev-Veur.

O chom e oa Dolly Pentreath e parrez Pawl, e-kichenik Porthenys (Mousehole e saozneg), ha beziet e voe e bered iliz ar barrez anvet "St Pol de Léon". Savet e voe ur monumant dezhi e moger ar vered er bloaz 1860 gant ar yezhour Louis Lucien Bonaparte, niz da Napoleone Buonaparte.

Ur varzhoneg, "Kanenn Dolly Pentreath", zo bet skrivet dezhi gant Per-Jakez Helias[1].

Un toullad koñchennoù a zo bet lavaret diwar he fenn. Sakreal a rae, ha kanañ pouilh d'an dud, e kerneveureg, ober bep seurt anvioù anezho : "ran zu", a-hervez, a vije bet he gerioù. Evel-just e veze kontet da vezañ ur sorserez. Ha traoù all c'hoazh, diaes gouzout pegen gwir e oant.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. E-barzh e oberenn "Ar maen du", 1976, embannadurioù Hallier hag embannadurioù P. J. Oswald.