Mont d’an endalc’had

Dinedin

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Dinedin
Lec'hiañ Dinedin
Lec'hiañ Dinedin
Skoed-Ardamez Dinedin
Skoed-Ardamez Dinedin
Riez Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon
Bro Skos
Kod post EH-1 - EH-17
Kod pellgomz (44) 131
Maer Lesley Hinds (sokialour)
Gorread 262 km²
Hed 03° 53′ R
Led 44° 95′N
Uhelder keitat: 41m
Poblañs hep kontoù doubl 448 624 (2005)
Stankter 1 727/km²
Din-Edin war-dro ar bloavezh 1300

Din-Edin[1](Dùn Èideann e gouezeleg, hag Edinburgh e saozneg) zo ur gêr war aod reter Skos, hag he c'hêr-benn eo abaoe 1492. Sez Parlamant Skos adsavet e 1999 eo. 447 624 annezad a yae d'ober he foblañs da vare niveradeg 2001 (eil kêr Skos eo goude Glasc'ho).

War an uhel emañ Kastell Dinedin a oa bet savet e ziazez ken abred hag er VIIvet kantved. Met adalek an XIvet kantved eo e voe savet an annez roueel-se a-barzh dont da vezañ ur gwall-greñvlec'h er XVIvet kantved.

Dinedin tennet eus the Illustrated London News e 1868

Frankaet e voe Dinedin e 1329 ha savet e voe mogerioù kreñv en-dro dezhi er XVvet kantved. Goude faezhadenn Floden (1513) a-enep ar Saozon e voe divizet gant bourc'hizien kêr sevel un eil moger dro, a vez graet moger Floden anezhi, evit diarbenn an tagadennoù da zont. Goude unanidigezh parlamantoù Bro-Skos ha Bro-Saoz (1707) e kollas ar gêr he fouez politikel met chom a reas ur greizenn armerzhel ha sevenadurel a-bouez. Ouzhpenn ar C'hastell ez eus leizh a lec'hioù dedennus e Dinedin, e-giz ar Royal Botanic Garden, Iliz-Veur Sant-Jili, ar Mirdi broadel, Charlotte Square, ar Scott monument pe c'hoazh ar Royal Museum of Scotland (Mirdi Roueel Skos). Palez Holyrood (Holyrood Palace) eo annez ofisiel ar rouanez pa zeu da chom e kêr. En e gichen emañ savadur nevez Parlamant Bro-Skos adsavet.

Kastell Dinedin

Brudet eo Dinedin gant he gouel meur, an hini brasañ er bed, a bad teir sizhun e miz Eost, hag a ginnig e-leizh a arvestoù eus an dibab war an holl dachennoù.

Reiñ a ra bod da unan eus brudetañ skolioù-meur Europa hag ar bed, Skol-Veur Dinedin, a zo e penn a-raok war dachennoù ar stlenneg hag ar melestradur. E Dinedin emañ ivez Levraoueg vroadel Skos (National Library of Scotland), anezhi levraoueg pouezusañ Skos (hag unan e-touez ar re vrasañ er Rouantelezh-Unanet).

Ar Bank of Scotland e kreizig-kreiz Dinedin

A-holl-viskoazh eo bet Dinedin unan eus brudetañ kêrioù Breizh-Veur. Abaoe ma voe staliet parlamant Skos e kêr e 1999 eo yac'h armerzh Dinedin a-drugarez da efedoù an digreizennañ-se ha da gresk an enfredoù da heul donedigezh servijoù ar gouarnamant[2]. Ouzhpenn se ez eus en em staliet embregerezhioù eno abaoe m'eo bet digoret sez nevez ar gouarnamant. Emañ feurioù an dilabour e-touez ar re izelañ er Rouantelezh Unanet (war-dro 2,4%[3]) hag ar feurioù krouiñ labour e-touez ar re uhelañ. Kreskiñ buan a ra poblañs Dinedin, dreist-holl a-drugarez da enbroerezh tud deuet eus ar peurrest eus ar Rouantelezh Unanet peurgetket. Koulskoude e pouez kalz ar c'hresk bras-se war an douaroù en tachad glas tro-dro da Zinedin, dreist-holl er c'hornôg e lec'h m'en em led fonnus an embregerezhioù hag an tiez-annez.

Diazezet eo ar pep brasañ eus armerzh Dinedin war gennad ar servijoù, dreist-holl en-dro d'an touristerezh, servijoù an arc'hant, an deskadurezh hag an enklask war dachenn an teknologiezhioù uhel.

Annezidi vrudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kêrioù gevellet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Din-Edin e Geriadur Hemon-Huon ha Geriadur Al Liamm.
  2. Krommenn an enfredañ war lec'hienn Scottish-enterprise
  3. Sifr tennet diouzh al lec'hienn Edinburghbrand