Mont d’an endalc’had

Dieubidigezh Pariz

Eus Wikipedia
Platz Kommandantur Pariz

Pariz, kêr-benn bro Frañs, a zo ur gêr bet dieubet d'ar 24 ha 25 a viz Eost 1944 eus an Nazied gant Eil DB ar Jeneral Leclerc ha gant emsavadeg ar Barizianiz, e-pad an Eil Brezel-bed.

D'ar 14 a viz Even 1940, eo kemeret Pariz gant an Nazied, renet gant ar Jeneral Dietrich Von Choltitz. 4 devezh goude, d'an 18 a viz Even 1940 e tibun Hitler e kêr. Pariz a zeu da vezañ sez ar gourc'hemenn soudard Alaman e Frañs. An Oberfeldkommandantur, ar savadur e-lec'h ma vez kemeret an divizoù a zo lec'hiet e Pariz. D'ar 16 hag 17 a viz Gouere 1942 e oa bet Skrapadeg ar Vélodrome d'Hiver (anvet kentoc'h Rafle du Vel' d'Hiv'), e-lec'h ma oa bet dastumet miliadoù a Yuzevien e Pariz a-bezh. La Rafle du Vel' d'Hiv' eo ar skrapadeg vrasañ e-pad an Eil Brezel-bed.

Ar Jeneral Dietrich Von Choltitz

2 viz goude Dilestradeg Normandi, ar Rezistañs e Pariz a grog d'en em ravoltiñ, ha da skarzhañ kuit an Alamaned eus ar gêr, d'an 19 a viz Eost 1944. 6 devezh goude e teuio ar Jeneral Leclerc da zieubiñ kêr gant e 2 DB. Von Choltitz a godiano hep kas da benn urzhioù Hitler hag a oa distruj ar gêr-benn.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.