Didon
Didon (latin : Dido), pe Elyssa, Elissa, Elisha, Elysha pe Helissa (e fenikianeg), a oa ur briñsez fenikian, eus Tir, c'hoar d'ar roue Pumayyaton, ha deuet da vezañ rouanez Kartada hervez ar vojenn.
Kentañ menegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kaoz eus Didon a zo bet gant istorourien roman hag a rae anv eus skridoù, kollet hiriv, gant Timaeus eus Tauromenium en Sikilia (war-dro -356--260).
Ar vojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Akerbas (pe Suc'haios) a oa beleg Herakles e Tir. Dimezet e oa da verc'h ar roue Mattan Iañ anvet Didon. Lazhet e voe gant e vreur-kaer Pygmalion a felle dezhañ kemer e deñzorioù. Tec'hel a reas neuze an intañvez gant mignoned ha madoù he fried. Erruout a reas en Afrika, ma prenas douaroù ha ma savas Kartada.
An Aeneis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez an Aeneis, barzhoneg ar barzh roman Publius Vergilius Maro, e tegemeras an haroz Aeneas en he falez hag e karas anezhañ.
Lavarout a ra ar barzh eo merc'h da vBelus (Belos e gregach), anvet diwezhatoc'h Belos II, abalamour d'an haroz Belos a oa mab d'an doue Poseidon ha da Lybia. Hervez an istor e c'hallfe bezañ ar Belus-se ar memes den evel Mattan Iañ, tad Pigmalion.
He marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ur vojenn en em skoas en tan evit chom hep dimeziñ gant ar roue Hiarbas.
Hervez an Aeneis avat en em lazhas gant ur c'hleze dre garantez ouzh Aeneas.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Étienne Jodelle, Didon se sacrifiant, 1558.
- Christopher Marlowe, Didon, reine de Carthage (en), 1593
- Georges de Scudéry, Didon, 1636.
- Jean-François Marmontel, Didon, 1783.
C'hoariganoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1641: La Didone, Francesco Cavalli
- 1656: La Didone, Andrea Mattioli
- 1689: Dido and Aeneas, Henry Purcell
- 1693: Didon , Henry Desmarets
- 1707: Dido, Königin von Carthago , Christoph Graupner
- 1724: Didone abbandonata , Domenico Sarro
- 1740: Didone abbandonata, Baldassare Galuppi
- 1747: Didone abbandonata , Niccolò Jommelli
- 1762: Didone abbandonata , Giuseppe Sarti
- 1770: Didone abbandonata , Niccolò Piccinni
- 1783: Didon, Niccolò Piccinni
- 1823: Didone abbandonata , Saverio Mercadante
- 1860: Les Troyens , Hector Berlioz
Sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ??? : La Mort de Didon, kanenn gant Michel Pignolet de Montéclair (1667-1737).
,
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Marcus Junianus Justinus, Epitoma Historiarum Philippicarum (en latin)
Lec'hioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar Menez Dido, en Antarktika.