Mont d’an endalc’had

Diam's

Eus Wikipedia
Diam's e 2007

Diam's eo anv-micher ar ganerez rap c'hall Mélanie Georgiades, ganet d'ar 25 a viz Gouere 1980 e Levkosía, kêr-benn Kiprenez. D'an 30 a viz Gwengolo 2012 he devoa embannet he devoa dilezet ar vicher.

Gallez e oa he mamm hag eus Kiprenez he zad. Goude dizimezet he zud, pa oa 3 bloaz, e oa deuet da chom da Vro-C'hall. Bevet he deus e-pad he bugaleaj e Brunoy ha Massy, e departamant an Essonne. Tremenet he doe al lodenn vrasañ eus e grennardiezh en Ulis. Eno e kejas gant an arzour Sinik. Dizoloiñ a reas ar rap gant an albom The Chronic gant ar strollad Dr.Dre.

Pa oa 14 bloaz he doe dibabet al lesanv « Diam's », hag a dalv Diamant.

E 1994 he doe krouet he strollad kentañ pa oa e pañsion gant he mignon Fada, e trede klas. E 1995 ez eas da chom da vannlev Orsay, ma chomas betek 2003. Diam's a ganas hec'h-unan er skingomz «Générations» ha kanañ a reas en ur mod « freestyle », war-eeun, d'an abadenn skinwell kinniget gant Keman. E 1996 e lakas ar strollad « Echo Du Sud » e maksi 4 titl, ha berzh bras e reas. E 1997 e oa Diam's deuet da vezañ brudet awalac'h. E 1998 e kemeras perzh en ur c'hendastumad eus « Sachons dire non ».

(Da vezañ kendalc'het)

  • 2004: Ma vie Mon live
  • 2007 : Au tour de ma bulle