Deiziadur keltiek
Neuz
(Adkaset eus Deiziadur ar Gelted)
Deiziadur keltiek a reer eus an deiziadur a veze implijet gant ar pobloù keltiek gwechall. An deiziadur keltiek a anavezomp :
- dre ar c’havadennoù zo bet graet gant henoniourien (evel da skouer deiziadur Coligny) ;
- dre an aspadennoù anezhañ zo chomet e hengounioù ha lidoù pobloù ar broioù keltiek ;
- ha dre ar roudoù anezhañ zo chomet e geriaoueg ar yezhoù keltiek.
Rannadur an amzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Reizhet e oa deiziadur ar Gelted diouzh al loar[1],[2].
- An deiz (24 eurvezh) a groge da guzh-heol ha padout a rae betek kuzh-heol antronoz.
- Ar miz a bade, a-bep-eil, 29 devezh pe 30 devezh, evit klotañ well-wazh gant ul loariad (29,5 devezh). A-bep-eil eta e oa ur miz 30 devezh (ar re-se a veze graet mizioù « mat » anezho) hag ur miz 29 devezh (mizioù « anvat »). Kregiñ a rae ar miz da c’hwec’hvet devezh al loar-nevez, ha rannet e oa e div lodenn, un hanterenn “sklaer” (gant al loar-gann e-kreiz) hag un hanterenn “deñval”
- Ar bloaz a oa ennañ 12 miz, peurreizhet, bep daou vloaz hanter[3], gant un « adviz » d’ober klotañ kenetrezo ar bloavezh-loar (354-355 devezh) hag ar bloavezh-heol (365-366 devezh). Rannet e oa ar bloavezh e div lodenn, ar goañv hag an hañv.
Daou vare hiroc’h a oa ivez :
- Ar pemp-bloaz a bade, pemp bloaz, evel m’en diskouez e anv.
- Hag ar c’hantved pe saeculum a oa ennañ c’hwec’h gwech pemp bloaz, da lavaret eo pad ur remziad tud en amzerioù-se
Geriaoueg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E geriaoueg ar yezhoù keltiek bremañ e kaver roudoù eus anvioù ar c’houlzoù-amzer hag ar mizioù da vare ar Gelted kozh. Mezheven, da skouer, pe e gevatal er yezhoù keltiek all, Mehefin e kembraeg, Metheven e kerneveg, Meitheamh en iwerzhoneg, a zeu eus *medio-samon, a dalvez kement ha « kreiz an hañv ».
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Meven Mordiern, Istor ar Gelted koz, p. 110
- ↑ Plinius an Henañ, Istor Naturel, XVI.245
- ↑ Pierre-Yves Lambert, La langue gauloise, p. 109
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bonsing, John (2007). The Celtic Calendar (available online).
- Laine-Kerjean, C. (1943). "Le Calendrier Celtique". Zeitschrift für Celtische Philologie, 23, pp.249-84.
- Christian-Joseph Guyonvarc'h ha Françoise Le Roux, Les fêtes celtiques, Ouest-France Université, dastumad « De mémoire d’homme : l’histoire », Roazhon, 1995, 216 p. (diwar-benn gouelioù Samain, Imbolc, Beltaine, Lugnasad)
- Brennan, Martin, 1994. The Stones of Time: Calendars, Sundials, and Stone Chambers of Ancient Ireland. Rochester, Vermont: Inner Traditions
- Brunaux, Jean-Louis, 1986 Les Gaulois: Sanctuaires et Rites Paris: Editions Errance
- Duval, Paul-Marie, ha Pinault, Georges [eds] Recueil des Inscriptions Gauloises (R.I.G.), Vol. 3: The calendars of Coligny (73 fragments) and Villards d'Heria (8 fragments)
- Le calendrier celtique de Coligny in Les calendriers Luni-solaires antiques - F. Dupuy-Pacherand & G.A. Mathis - Revue Atlantis N°247 Juillet/Août 1968
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Der Keltische Kalender (en alamaneg)
- El calendario celta (e spagnoleg)