Dasorc'hidigezh
Neuz
Pa gomzer eus dasorc'hidigezh e komzer
- eus sevel a varv da vev, un dra ha n'hall ket bezañ ;
- hag a-wechoù ivez, er relijion gristen,
- eus an dasorc'hidigezh a vo da z-Deiz ar Varn, pa savo an holl dud varv da vezañ barnet hervez o oberoù ;
- eus dasorc'hidigezh Jezuz-Krist, da zeiz Pask, a zo kontet en Aviel ( pe resisoc'h, e Pevar Aviel an Testamant Nevez), hag a zo danvez meur a livadur, dreist-holl da vare an Azginivelezh.
Unan eus Misterioù Glorius Jezuz Krist eo an Dasorc'hidigezh.