Mont d’an endalc’had

Cypraeovula algoensis

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Cypraeovula algoensis

Hoc'hig-mor Bae Algoa
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Cypraeovula
Anv skiantel
Cypraeovula algoensis
(Gray,1825)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Cypraeovula algoensis a zo unan eus ar seitek spesad a vez renket er genad Cypraeovula e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral a-walc'h a vev e gevred Suafrika an hini eo.

Taksonomiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskrivet eo bet ar spesad gant Gray e 1825 dindan an anv genad Cypraea hag hini ar spesad Cypraea algoensis[2],[3].

Dont a ra anv ar spesad algoensis eus Algoa Bay e mervent Suafrika.

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Cypraeovula algoensis bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea algoensis Gray, 1825 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
  • Cypraea algoensis f. batsatensis Bodoni, 1985 gant ur stummm ha n'eo ket degemeret
  • Cypraeovula algoensis algoensis (Gray, 1825) gant anv an isspesad tip
  • Cypraeovula algoensis var. sanfrancisca Chiapponi, 1999 gant anv ur stumm ha n'eo ket degemeret

Tri isspesad a zo bet diskrivet diouzh al lec'h ma vevont ha nebeut variadennigoù stumm pe liv :

  • Cypraeovula algoensis namibiensis Massier, 2006 isspesad e gevred Suafrika
  • Cypraeovula algoensis permarginata Lorenz, 1989 isspesad ral-tre a vev eus Beg Agulhas betek Bae Algoa.
  • Cypraeovula algoensis algoensis (Gray, 1825) isspesad tip boutin a-walc'h a vev eus Bae Table betek Bae False

Kregin boutin a-walc'h betek ral-tre diouzh an isspesadoù a vez kavet war mogerioù reier, e-pad an deiz etre 25 ha 50 m donder. An isspesad ral-tre permarginata a vez kavet donoc'h e toulloù-trop legestr etre 100 ha 400 m donder.

Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 19 mm ha 27 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 17 mm pe ramz betek 33 mm.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Spesadoù all ar genad Cypraeovula ha dreist-holl Cypraeovula edentula, Cypraeovula connelli ha Cypraeovula mikeharti hag ivez Notocypraea comptonii

Kartenn al lec'hioù bevañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'h bevañ ar spesad a zo e su ha mervent Suafrika .

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'ar 15 a viz Eost 2015, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=205648(en)
  2. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'ar 15 a viz Eost 2015,http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=216847(en)
  3. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)