Mont d’an endalc’had

Cliara

Eus Wikipedia
Inizi war aod kontelezh Maigh Eo

Cliara (Oileán Chliara en iwerzhoneg, Clare Island e saozneg) zo un enezenn veneziek war aod kornôg Iwerzhon, e kontelezh Maigh Eo. Brudet eo rak enni e oa o chom ar vorlaerez Gráinne Ní Mháille, er XVIvet kantved.

Emañ Cliara e digor ur bae bras anvet Cuan Mó. Er mervent dezhi emañ Inis Toirc ; en hanternoz emañ enez Acaill. Unan eus inizi bras Iwerzhon eo, gant ur gorread a 18,7 km². War-dro 130 den zo o chom e Cliara bremañ, pa oa bet betek 1600 a annezidi en XIXvet kantved, a-raok an Naonegezh Vras.

Emañ Cliara war-hed 5,6 km diouzh an douar-bras. Mont a c’haller di gant bigi a loc’h diouzh ur c’hal e-kichen Cluain Cearbán (Louisburgh).

Er Grennamzer e oa Cliara ul lodenn eus douaroù an tiegezh Ó Máille. Rivinoù o c’hastell a weler enni c’hoazh, koulz ha rivinoù un abati ma vije bet beziet Gráinne Ní Mháille.

Enez Cliara, gwelet eus an douar-bras

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.