Cernunnos
Neuz
Cernunnos a oa unan eus doueed Kelted Galia ha Kornôg Europa. Diskouezet e vez evel ur c'harv, gant kerniel. Liammet eo ouzh loened kornek, hag unan eus arouezioù ar strujusted.
N'anavezomp anezhañ nemet dre skeudennoù anezhañ hag e anv skrivet peder gwech:
- unan ouzh Piler an Naoted, e Lutecia, an hini brudetañ
- unan deuet eus Polenza en Italia, hag a vije faos
- unan war ur blakenn goar kavet e Roumania, ma weler e oa mesket Cernunnos ha Jupiter
- an hini goshañ , skrivet e galianeg (un dra ral), ma weler skrivet e anv "Karnonos".
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anavezout a reer un 60 skeudenn anezhañ. A-wechoù e vez torc'hoù ouzh e gerniel. En e goazez e vez e doare ar gemenerien. Ur sac'had pezhioù a vez gantañ pe ur banerad voued, arouezioù ar builhded. Tri fenn pe teir dremm a vez dezhañ alies. E welout a reer ouzh kaoter Gundestrup, kavet e Danmark, aozet en IIvet kantved kent JK, hag ouzh Piler an Naoted, e Lutecia (monumant savet gant an Naoted, en amzer Tiberius, er Iañ kantved (14-37).