Mont d’an endalc’had

Cas-wis

Eus Wikipedia
Cas-wis.

Cas-wis (Wiston e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e Sir Benfro. Emañ e-kreiz ar gontelezh, er reter da gêr Hwlffordd.

Aspadennoù eus ur voudenn-gastell zo er gêriadenn. Savet e voe a-raok 1130, gant unan eus ar Flamanked a zeuas d'en em ziazezañ e kontelezh Penfro hag a aloubas un darn vras eus kantrev Daugleddau. Distrujet e voe ar c'hastell gant Llywelyn Fawr e 1220, met adsavet e voe goude-se. Aspadennoù eus amzer ar Romaned zo e-kichen ar gêriadenn ivez, un hent roman hag ur c'hreñvlec'h.

Ouzhpenn kêriadenn Cas-wis ez eus kêriadennoù all er gumuniezh evel Clarbeston ha Walton East. E 2011 e oa 1 097 a dud o chom er gumuniezh ha 231 anezho a oa kembraegerien (21,7%)[1].

  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru, Swyddfa Ystadegau Gwladol, 2012