Mont d’an endalc’had

Cartimandua

Eus Wikipedia
Caratacus, roue ar Silured, droukroet da Ostorius ar jeneral roman gant Cartimandua
Mogerioù Stanwick.

Cartimandua oa ur rouanez vrezhon er Iañ kantved en Enez Vreizh. Ren a reas war-dro 50-70 war bobl ar Brigantes, ar bobl c'halloudus e biz ha reter ar vro.
Mont a reas a-du gant ar Romaned pa voe aloubet an enez gant arme an impalaer Claudius. Anavezet eo dre skridoù an istorour roman Tacitus.

E 43 e kavas Claudius enebiezh a-berzh kengevredad ar pobloù Catuvellani ha Trinovantes, hag en o fenn e oa Caratacos ha Togodumno, bugale Cunobelinos, roue ar bobl Catuvellauni, met trec'het e voent. Neuze ez eas Caratacos war-du ar c'hornôg ha ren a reas emsavadeg pobloù Kembre. E-keit-se edo pennoù meur pobloù gevred ar vro o plegañ da lezenn Roma, ha kemend-all a reas Cartimandua en hanternoz.
E 47 ec'h en em savas un toullad Briganted ouzh ar Romaned, hogen mouget e voe an emsavadeg gant ar gouarnour roman, Publius Ostorius Scapula, a lazhas ar renerien.

Meneget eo Cartimandua gant Tacitus evel rouanez e 51 war ar Brigantes, met moarvat e oa diazezet mat he galloud abaoe ur pennad pa grogas an impalaer roman Claudius da aloubiñ Enez Vreizh e 43. Marteze e oa e-touez an unnek roue a godianas hep en em gannañ, hervez a zo kontet war bolz trec'hlid Claudius.

E 51 e voe trec'het Caratacos gant Scapula e Kembre, ha tec'hel a reas d'an hanternoz. Repu a c'houlennas digant Cartimandua ha kinnig arc'hant dezhi. Degemeret e voe gant ar rouanez, chadennet, ha gwerzhet d'ar Romaned. Gopret mat e voe skoazell Cartimandua gant [Claudius]]. Dispartiañ diouzh he fried Venutius a reas, ha kemer Vellocatus.

En 57, goude prizoniet kerent Venutius (breur ha tud all) gant Cartimandua en em savas Venutius enep dezhi ha d'ar Romaned. Ober a reas emglevioù gant pobloù all ha klask aloubién rouantelezh ar v-Brigantes, en amzer ar gouarnour Aulus Didius Gallus (52–57) he staged an invasion of the kingdom of the Brigantes.

Seul hiroc'h e voe he ren ma oa harpet gant ar Romaned.