CNews
CNews | |
---|---|
Logo ar chadenn | |
Chadenn skinwel | |
Krouet | D'ar 4 a viz Du 1999 |
Perc'henn | Strollad Canal (Bolloré) |
Lugan | La liberté d'expression n'a jamais fait autant parler |
Yezh | galleg |
Bro orin | Bro-C'hall |
Statud | Chadenn brevez vroadel |
Chadennoù c'hoar | Canal , C8, CStar |
Lec'hienn | www.cnews.fr |
Skignañ | |
Analogel | Ket |
niverel (TNT) | Ya |
Loarell | Ya |
Fun | Ya |
IPTv | Ya |
Web | Ya |
Takad skignañ | Bro-C'hall Suis Belgia Luksembourg Monako Andorra |
CNews (berradur Canal News), anvet I-Télévision ha goude-se I-Télé en e a-raok (skrivet raloc'h iTélé pe I>Télé), zo ur chadenn skinwel c'hall keleier dizehan. Perc'hennet eo gant ar strollad Canal , ur skourr eus ar strollad Vivendi, perc'hennet dre an ti-eskemm gant Bolloré, renet gant Vincent Bolloré.
Ar chadenn skinwel a oa bet adanvet CNews d'ar 27 a viz C'hwevrer 2017 da 5 h 58, an adenvel a oa bet stanket dre an harz-labour hirañ abaoe krouidigezh ar chadenn. Normalamant an anv nevez a oa da dalvezout adalek ar 24 a viz Here 2016. An anv Canal News a implij ar ger « Canal » hag a vez adkavet e chadennoù all ar strollad evel C8 (D8 a-raok) ha CStar (D17 a-raok). An anvioù nevez roet d'an teir chadenn skinwel digoust a zo un doare anat da dostaat anezho diouzh ar strollad Canal ha neuze diouzh ar chadennoù da baeañ.
E 2024 e oa deuet CNews da vezañ, evit ar wech kentañ en e istor, ar chadenn kelaouiñ kentañ e Bro-C'hall dirak BFM TV hervez Médiamétrie[1].
Logoioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) CNews passe en tête des chaînes d’info, détrônant BFM-TV, Le Monde, D'an 3 a Mezheven 2024