Mont d’an endalc’had

Bugey

Eus Wikipedia
Kartenn eus Bugey (Bugey Uhel en norzh ha Bugey Izel er su)

Bugey (Bugê en arpitaneg) zo ur broviñs kozh eus Bro-C'hall hag a zo bremañ en departamant Ain, etre Lyon ha Geneva. Al lodenn suañ eus menezioù Jura eo ha bevennet eo gant ar stêrioù Ain er c'hornôg ha Ron er c'hreisteiz hag er reter.

Stag e oa Bugey ouzh Dugelezh Savoia gwechall, betek 1601, pa voe roet da Vro-C'hall, dre Feur-emglev Lyon. Da vare an Dispac'h gall e voe unanet gant proviñs Bresse ha gant bro Gex da sevel an departamant Ain.