Mont d’an endalc’had

Browning M1919

Eus Wikipedia
Browning M1919
Skeudenn ar pennad Browning M1919

Ur vindrailherez Browning M1919 (stumm A4) war he zrebez
Kinnig
Bro Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Mont en-dro Mindrailherez
Munisionoù Stumm orin
.30-06 Springfield
Stummoù goude an Eil Brezel-bed
7,62 × 51 mm NATO
Stummoù produet er-maez eus SUA pe evit ar marc'had sivil
7.62×51mm NATO
.303 British
7,92 × 57 mm Mauser
6,5 × 55 mm Mauser
.22 Long Rifle
7,62 × 54 mm R
8 × 63 mm patron m/32
7,65 × 53 mm Mauser
7,5 × 54 mm 1929C
Produerien Buffalo Arms Corporation
Rock Island Arsenal
Saginaw Steering Gear, ur rann eus General Motors
Mare produiñ Abaoe 1919
Niver produet War-dro 500.000
Pouez ha muzulioù (stumm A4)
Mas hollek (hep daoubez pe trebez) 14 kg
Hirder 964 mm
Hirder ar c'hanol 610 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 1.400 m
Lusk tennañ Etre 400 ha 600 tenn/mn
Tizh o vont e-maez 853 m/s
Endalc'h Gourizoù 250 kartouchenn

Ar Browning M1919 zo ur vindrailherez skañv ijinet gant John Browning e 1918 hag implijet stank gant kalz broioù er bed etre 1919 ha trede kard an XXvet kantved.

Istor hag implij

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An M1919 zo deveret eus ar vindrailherez Browning M1917[1] implijet e dibenn ar Brezel-bed Kentañ gant arme ar Stadoù-Unanet. An M1917 a veze yenaet dre zour, met ne oa ket aes da implijout ar sistem-mañ war garbedoù. E dibenn 1918 e kinnigas John Browning ur stumm nevez, yenaet dre ur mañchon didoullet tro-dro d'e ganol[2]. Dibabet e voe buan gant arme ar Stadoù-Unanet hag implijet e voe adalek 1919 dindan an anv M1919. Kambret e oa e .30-06 Springfield evel ar fuzuilhoù standart Springfield M1903 implijet d'ar mare-se.

Soudarded an US Marine Corps gante ur vindrailherez M1919 da vare emgann Peleliu (miz Gwengolo - Miz Du 1944)

Klask a reas an arme stadunanat ledanaat implij ar vindrailherez d'ar soudarded war o zreid oc'h ouzhpennañ un daoubez hag ur c'houch dezhi. M1919 A1 e voe anvet ar stumm-se. Er bloavezhioù 1920 ha deroù ar bloavezhioù 1930 e voe savet stummoù nevez, dezhe kemmoù bihan (stummoù A2 hag A3). E 1936 e voe kinniget ar stumm M1919 A4, dezhañ ur c'hanol hiroc'h ha tevoc'h, hag ur pech e beg ar c'hanol evit adimplijout gwelloc'h gazoù an tennoù e gwikefre an arm. Ar stumm-mañ a voe an hini produetañ dre ma servijas en Eil Brezel-bed. Ouzhpenn d'an implij gant an droaderien e voe montet war garbedoù a bep seurt : kirri Jeep, halftracks, kamionoù GMC CCKV[1], tankoù M3 Stuart, M3 Grant/Lee, M4 Sherman, M24 Chaffee hag M26 Pershing[3].

Goude ar brezel e voe savet stummoù all, kambret tamm-ha-tamm e 7,62 × 51 mm evit kordañ gant standardoù nevez AFNA. Implijet e voe an M1919 war tachennoù-emgann brezelioù Korea ha Viêt Nam dreist-holl. Ar vindrailherez M60 a gemeras tamm-ha-tamm he flas e arme ar Stadoù-Unanet adalek deroù ar bloavezhioù 1960. Implijet e vez gant armeoù 'zo er bed hiziv-an-deiz c'hoazh[2].

  1. 1,0 ha1,1 (fr) CADIOU Yves, Les Colt, Volume 4, Éditions du Portail, 1999, pp. 66-67
  2. 2,0 ha2,1 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 248
  3. (fr) FOSS Christopher F., Chars de la 2e Guerre Mondiale, PML Éditions, 1994, pp. 120-138
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan