Broioù Katalan
Neuz
Broioù Katalan pe Broioù Katalanek (katalaneg: Països Catalans) a lavarer eus hollad tiriadoù ar vroad ma vez — pe ma veze evit darn — komzet katalaneg. E dibenn an XIXvet kantved e kaver an termen-se implijet evit ar wech kentañ.
Er broioù-se emañ :
- Priñselezh kozh Katalonia, enni:
- Kumuniezh Emren Katalonia, anvet ivez Katalonia ar Su (katalaneg Catalunya del Sud), pe a-wechoù zoken, ent-berr, Katalonia hepken (katalaneg Catalunya). E Stad Spagn emañ.
- Katalonia an Norzh (katalaneg Catalunya del Nord), er pep brasañ eus departamant gall Pyrénées Orientales. E Stad Frañs emañ.
- Andorra, ur Stad dizalc'h.
- Ar Franja de Ponent, en Aragon
- Inizi Balearez (katalaneg: Illes Balears i Pitiüsses)
- Bro Valencià (País Valencià e katalaneg), a zo ur gumuniezh emren eus ar stad spagnol.
Un toullad kornioù-bro all a ra gant ar c'hatalaneg evel El Carxe e Murcia, ha kêr Alghero (katalaneg L'Alguer) e Sardinia. Hag en un nebeud lec'hioù eus ar Broioù Katalan ez eus yezhoù all evel an okitaneg e Traoñienn Aran ha kastilhaneg e mervent Bro-Valencià.