Bro-Ereg
Neuz
Bro-Ereg[1] eo an anv roet d'ar vro aloubet gant Brezhoned rouantelezh Kerne diwar-goust Franked Gwened er VIvet kantved, war-lerc'h ma voe kemeret Gwened gant ar penn-kadour brezhon Gwereg (anavezet evel Warok pe Waroch e galleg) a voe roue kentañ ar vro. Bro-Ereg a vez graet eus Bro-Wened ivez a-wechoù.
Anavezet eo istor ar rouaned-se dre skridoù an eskob gall Gregor Teurgn, a ra anv eus ar brezelioù etre Franked ha Brezhoned.
Listenn rouaned Bro-Ereg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Konted a vez graet a-wechoù eus rouaned Bro-Ereg.
- Caradog Freichfras, a vefe meneget (?) en 490.
- 500-550 : Gwereg Iañ, a vez skrivet e anv Waroch e galleg
- 550-560 : Kanao Iañ, mab da Wereg Iañ,
- 560-577 : Makliaw (pe Macliau), bet eskob Gwened (550-560), mab da Wereg Iañ,
- 577-577 : Jacob pe Jacut, mab da Vakliaw,
- 577-863 : Gwereg II mab da Vakliaw
- 863-??? : Kanao II, mab da Wereg II
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Rouaned Bro-Ereg
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Arthur de La Borderie, Histoire de Bretagne, levrenn I, pajenn 580.
- Gregor Teurgn, Histoire des Francs Tomes I & II , Les Belles Lettres, Editeur Denoël, 3de embannadur, 1974.
- Myles Dillon, Nora K. Chadwick Les royaumes celtiques, Fayard, Paris, 1974 (ISBN 2213000778), ennañ ur pennad gant Christian-J. Guyonvarc'h ha Françoise Le Roux diwar-benn « La Gaule dans le monde celtique ».
- Christian Y.M. Kerboul Les royaumes brittoniques éditions du Pontig, COOP Breizh, Spezed 1997 (ISBN 2-84346-030-1).
- A.J. Raude L'origine géographique des Bretons armoricains, Dalc'homp Sonj, An Oriant 1996.