Mont d’an endalc’had

Briseis

Eus Wikipedia
Briseis ha Foiniks, kiliks atikat dremmoù ruz, war-dro 490 kent JK, Mirdi al Louvre (G 152)

Briseis (Βρισηΐς / Brisêís e gregach) a oa ur plac'h yaouank eus Troia, genidik eus kêr Lyrnessos. He zad Briseüs a oa beleg Apollon.

Hippodameia (Ἱπποδάμεια / Hippodámeia) e oa he gwir anv, « Briseis » a dalveze kement ha « merc'h Briseüs ».

Skrapet e voe Briseis gant Akilles, e-kerzh brezel Troia, goude dezhañ lazhañ he zri breur hag he fried, Mines, a oa roue Lyrnessos.
Kaset e voe gant Akilles evel sklavez. E brizoniadez a rankas reiñ da Agamemnon avat, en desped dezhañ, ma nac'has neuze mont d'an emgann. Pa voe lazhet Patrokles ez eas Akilles d'an emgann adarre gant Agamemnon, ma voe daskoret e sklavez dezhañ.

En Ilias e oa prizoniadez Akilles, profet dezhañ gant arme an Arkeaned. Eñ a gare anezhi, hag a lavare e oa o darempred evel hini un ozhac'h gant e wreg. Se zo kaoz ne oa ket evit gouzañv ar soñj e kouskje Agamemnon ganti.
Pa echuas an tabut etre an daou vrezelour e touas Agamemnon ne oa ket bet Briseis o kousket gantañ biskoazh.

Briseis en arzoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.