Mont d’an endalc’had

Bifrost

Eus Wikipedia
Heimdall dirak Bifrost

Bifrost (a-wechoù ivez Asbru, da lavaret eo pont an Ased) a zo ur pont-kanevedenn a gaver e mojennoù Skandinavia. Ul liamm eo etre an douar (Midgard) ha bed an doueed (Asgard), an Ased, o deus savet anezhan. Tri liv nemetken a zo er ganevedenn-se. A-hed an amzer e vez entanet Bifrost, evel-se ne c'hell ket ar ramzed bale warni. Solutoc'h evit forzh pe savadur all eo ar pont-se, a-hervez, hag he gward Heimdall a vir ouzh an enebourien a dremen. koulskoude e lavarer e kouezho en e boull pa vo treuzet gant mibien Muspellheim da vare Ragnarök. Mibien Muspellheim a ranko neuze neuiñ a-benn treuziñ ar stêrioù-meur.

Meneget eo en Edda e gwerzennoù, savet en XIIIvet kantved diwar mammennoù koshoc'h, hag en Edda e komz-plaen, skrivet gant Snorri Sturluson, hag e barzhoniezh ar skalded.