Beuvry
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Kumunioù Frañs | |
---|---|
Anv | Beuvry |
Skoed | |
Riez | Frañs |
Rannvro | Hauts-de-France |
Departamant | Pas-de-Calais |
Bro hengounel | |
Arondisamant | Arondisamant Béthune |
Etrekumuniezh | Communauté d'agglomération de l'Artois |
Kanton | Nœux-les-Mines |
Kod INSEE | 62126 |
Kod post | 62660 |
Maer | Nadine Lefebvre |
Amzer-gefridi | 2008-2014 |
Gorread | 16,85 km² |
Led | 50° 31' 14" Norzh |
Hed | 02° 40' 49" Reter |
Uhelder kreiz | 32 m |
Uhelder bihanañ | .. m |
Uhelder brasañ | .. m |
Poblañs hep kontoù doubl | 9 096 (2006) |
Stankter | 540 a./km² |
Lec'hienn ar gumun |
Beuvry a zo ur gumun eus departamant ar Pas-de-Calais (Bro-C'hall).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]XXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Brezel-bed kentañ hag Eil Brezel-bed: roet eo bet ar mendalennoù Kroaz-brezel 1914-1918 ha Kroaz-brezel 1939-1945 da Beuvry.
- Emgannoù a voe e dibenn miz Mae 1940. Difennet e voe Beuvry gant un nebeud Gallaoued ha Breizhveuriz. D'ar 24 ha 25 a viz Mae 1940, e voe drouklazhet annezidi ha repuidi deut eus Belgia, 67 en holl, gant an SSed e karter Le Quesnoy. Fuloret e voe an SSed dre ma voe dalc'het penn oute gant soudarded Bro-C'hall ha Breizh-Veur. An dorfedourion a oa soudarded eus an 3de Rann SS Totenkopf. C'hwec'h ezel eus ar Rezistañs FTPF eus Beuvry a voe lazhet en emgannoù pe fuzuilhet gant an Alamaned. Pemzek gwaz eus ar gumun a varvas er c'hampoù-bac'h[1].
- Kendeuzet e oa bet kumunioù Beuvry[2] ha Béthune e 1993. Diwar goulenn keodediz Beuvry eo bet distaget an div gumun e 1997 en-dro.
Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bezioù milourel ar C'hommonwealth
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Indez | 5 |
Kanada | 7 |
Rouantelezh-Unanet | 57 |
Hollad | 69 |
Marvet int e-pad ar Brezel-bed kentañ. Implijet eo bet adalek miz Du 1914 betek miz Eost 1916. Digoret e voe an astenn e miz Meurzh 1916; implijet e voe betek miz Here 1918. Goude an arsav-brezel e voe degaset bezioù eus an tachennoù-emgann eus bro Béthune. Er vered emañ bez ar "Private" J. Archibald, 17th Bn. Royal Scots, fuzuilhet d'ar 4 a viz Even 1916 evit bout dizertet[3].
Bered ar C'hommonwealth: Gorre British and Indian Cemetery
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Afrika ar Su | 2 |
Alamagn | 8 |
Aostralia | 1 |
Bro-C'hall | 1 |
Indez | 96 |
Rouantelezh-Unanet | 830 |
Hollad | 938 |
Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Al lodenn indian a voe digoret en diskar-amzer 1914 ha serret e miz Here 1915, pa voe kuitaet Frañs gant ar C'horf Indian. Dalc'het e voe d'ober gant ar vered betek miz Ebrel 1918. Ar 55th (West Lancashire) Division a zalc'he an talbenn a-raok hag e-pad tagadenn alaman an nevez-amzer: implijout a reas al lodennoù V ha VI. Diwezhatoc'h e voe degaset un nebeud bezioù eus Gorre ha "Mesplaux Farm", e-tal Locon[4].